Nouelou ancien (an) (27) : XXVI – Nouel ! Nouel ! Nouel ! quenomp dre vuheltet
* Edition par Théodore Hersart de la Villemarqué dans Revue Celtique, XII, pp. 20 et ss., d'après l'imprimé Y 6187 de la Bibliothèque nationale de France : "an Nouelou ancien", de Dom Tanguy Guégen, Quimper, 1650

Nouel voar ton Sanctorum meritis

  333
Nouel ! Nouel ! Nouel ! quenomp dre vuheltet :
Deuet eo Doue en douar hon car, an deux marz deuet*  [lisez douet (monosyllabe)],

Ha ganet gant un Merch hep crenchaff* he guerchdet,  [lisez chenchaff] 
          Don lammet a bech a pechet.

  334
Pobl commun, dihunet, cleuet, gret e’on trete ;

Ouz an lit ententit ha grit sollennite ; 
Joaiussait pan ouch cuit a pep iniquite,
          Ha list* pep fragilite.   [lisez lisit]

  335
  A corff Mary so glan ez eo heman ganet
Ha deuet don redimaff, don prenaff, quentaff pret,
Heruez an Profecy ; chetu hy achiuet,
          Ha ny an abim redimet.

  336
  Goude pemp mil blizien ez voue den en penet,
En hirvout hac en poan, en creis an tan manet :

Chetu deuet an termen da bout den dazprenet.
          Map Mary ra ve gratiet !

  337
  Ganet eo Doue Roue’n sent en hent a paurentez,

En presep, en craou du, chetu pebez truez !

Songet, pobl an bet man, houman vo’an bihanez !
          Ha bout heman Roue Rouanez !

  338
Roue’n Aelez, dre truez ha dre carantes bras,
So deuet voar an douar, mar dyspar hon caras !
Chetu gret hon acord da* pep sort confort bras ;  [lisez ha] 
          Jesus a pep blam hon lammas.

  339
  An Pastoret a can : Map bihan so ganet !
Pan voan deuet bet’ en ty gant Mary arriuet,
Gant carantez ouz Doue hon guyr Roue, oz stouet,
          De enoraff an quentaff pret.

  340
Monet a geur’en aer han kaer quen sler han dez :
Pan guelas an dra man buhan an Rouanez
A deuez bete Jesu, chetu, en ho buhez,
          Da goullen clouar trugarez.

  341
Euffr Doue dreyst natur ne guel bout musuret :
An Crouer crouadur ha den pur assuret
So deuet voar an bet man breman da bout ganet
          Don prenaff oll na vemp collet.

  342
  Itron, Guerches clouar, feunteun a trugarez,
Pet euyd omp Iesu en issu hon buhez
Maz a himp car ha par, breuzr ha choar, dan gouarez
          Dauet Michel an oll Aelez.

  343
  Couff hoz bezet, Itron guyrion an Bretonet ;
An re se hep[quet] mar clouar hoz car parfet ;
En och, ha Breiz ha Francc, hon fiziancc so lancet ;
          Euyd omp bepret ez petet !

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix