Nouelou ancien (an) (21) : XX – Nouel ! quenom glan, breman, pobl an bet
* Edition par Théodore Hersart de la Villemarqué dans Revue Celtique, XI, pp. 46 et ss., d'après l'imprimé Y 6187 de la Bibliothèque nationale de France : "an Nouelou ancien", de Dom Tanguy Guégen, Quimper, 1650

Nouel pe a hynny an to so commun

  256
Nouel ! quenom glan, breman, pobl an bet,
Dre deuotion hac a calon net,
Pan eo glan ganet Roe’n bet – caezret stat ! –

Mary, chuy byaou reiff quehezlaou mat.

  257
Mary glorius, dre gratiustet,
Ha corff hac eneff a voe conceuet
Hep bech a pechet ; ne fel quet cretat :
Mary, chuy byaou reiff quehezlaou mat.

  258
Adam gant blam bras a deloezas poan,
Dr’en aual calet, da pobl an bet man
Maz edoamp un moan en cals huanat :
Mary, chuy byaou reiff quehezlaou mat.

  259
Gant Mary, sigur, ny so eurus ;
He deues ganet Roue’n bet quenedus,
Maz dleomp hetus en em joayushat :
Mary, chuy byaou reiff quehezlaou mat.

  260
Joachim, den prim mat, voe he tat natur ;
Anna gant joa bras he ganas assur ;
Nep den he quent pur sigur ne furmat ;
Mary, chuy byaou reiff quehezlaou mat.

  261
Strivant carantez en deues bezet
Ouz omp Doue, Roue’n glen, e bout disquennet
Gant merch dre guerchdet parfet hep cretat :
Mary, chuy byaou reiff quehezlaou mat.

  262
Tut plen a enor, cosquor pastoret
Deze gant [an] Eal ez voe reuelet
Bezaff glan ganet Roe’n bet, bezet sur* :  [peut-être faut-il lire grat à cause de la rime] 
Mary, chuy byaou reiff quehezlaou mat.

  263
En presep hep sy gant Mary sigur
Ez quefsont ganet Roue’n bet, bezet sur,
Leun voa a laür euyt hon curat :
Mary, chuy byaou reiff quehezlaou mat.

  264
Rouanez hep sy try dioux Orient
Voe en em caffas en creis un croassent
Oz clasq Doue Roue’n sent hep nep fent quentrat :
Mary, chuy byaou reiff quehezlaou mat.

  265
Joseph gant effet he priet detry
A veze strivant suramant ganty
Oz douen feiz dezy hy ha he bryhat :
Mary, chuy byaou reiff quehezlaou mat.

  266
Ouz poursiff stryvant gant choant carantez,
Ez queffsont choantec, da pen trizec dez,
Glan an Rouanez, hep bout dyuezat :
Mary, chuy byaou reiff quehezlaou mat.

  267
Herodes, presant euel maz santas,
De guelet de ty try a covyas ;
Dilacc ez caccas, dan cas abassat :
Mary, chuy byaou reiff quehezlaou mat.

  268
An Try Roue Doue [den] plen a soutenas
Gant aour, myr, esancc, gant un avancc bras,

Maz deuzont dinoas dezaff da goassat : 
Mary, chuy byaou reiff quehezlaou mat.

  269
No deffoue ho try quen occasion
Nemet un steren a deuez cren en Tron ;
Honnez vou’en moyen da clasq Map Doue’n Tat :
Mary, chuy byaou reiff quehezlaou mat.

  270
Ne fell quet douetaff, claff voe gant auy
An Roue Herodes, dre fin frenezy
Ho bout deuet ho try da clasq ho Siluat :
Mary, chuy byaou reiff quehezlaou mat.

  271
En Bezleem hep mar gant an goar Mary
Ez quefsont ganet Roue’n bet, na gret sy,
En presep en ty dy ho covyat ;
Mary, chuy byaou reiff quehezlaou mat.

  272
Scuiz voant gant ancquen ha sourpren, en hent,
Oz clasq Doue Roue’n ster, evel e querent,
Ha, dre ho squient, ez deuent en[t]mat :
Mary, chouy byaou reiff quehezlaou mat.

  273
Cousquet, a het hent, hep fent, ententet,
A gresont ho try hac y castyset,
Rac deliberet voa ez collsent goat :
Mary, chouy byaou reiff quehezlaou mat.

  274
– « Rouanez, hezit* escuit, chenchit hent ! »  [lisez berit] 
Emez voe an Eal vuhel euel quent :
« Rac chuy so querent da Roue’n Sent quentrat : »

Mary, chuy byaou reiff quehezhiou mat,

  275
« En ty Herodes ez eux frenesy,
Ha, syouas ! lazet vyhet mar det dy. »
Ha neuse ho try ez dispartiat :
Mary, chuy byaou reiff quehezlaou mat.

  276
Neuse ez voe gret : ordrenet seder
Ez vyze lazet, clasquet, muntret scler
An mybyen tener da clasq hon quer Tat :
Mary, chouy byaou reiff quehezlaou mat.

  277
Fier an gueryaou, tudaou, sezlaouit :
Mary dyampeig a iez en Egypt ;
He map, na goapeyt, voe a acuytat.
Mary, chouy byaou reiff quehezlaou mat.

  278
Eno ez chomas seys bloaz bras assant
Jesu, Map Doue’n Tat, dereat vatant,
Hep blam suramant, reverant, gant stat :

Mary, chuy byaou reiff quehezlaou mat.

  279
Cals doan ha poan don dre hon fellony

En deffoue Roue’n bet ; credet, hep quet sy,
Palamour deomp ny voe en goulyat :
Mary, chuy byaou reiff quehezlaou mat.

  280
Jesu dre truez ha quarantez bras
Dyfflas en croas pren en em astennas ;
Lauen hon prenas her dre padas goat :
Mary, chuy byaou reiff quehezlaou mat.

  281
Tut deuot, notyt ; escuit ! ha gryt fest,
Pan eo glan ganet Roue’n bet, caezret test !
Palamour don test en em tempestat :
Mary, chuy byaou reiff quehezlaou mat.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
57, rue Guy Le Normand,
29600 Plourin-lès-Morlaix