Nouelou ancien (an) (20) : XIX – Quenomp Nouel ! Nouel ! Nouel !
* Edition par Théodore Hersart de la Villemarqué dans Revue Celtique, XI, pp. 46 et ss., d'après l'imprimé Y 6187 de la Bibliothèque nationale de France : "an Nouelou ancien", de Dom Tanguy Guégen, Quimper, 1650

voar ton Ave, fuit prima salus

  246
Quenomp Nouel ! Nouel ! Nouel !
Da Gabriel pan reuelas
Bezaff Doue an enff conceuet,
En Guerches net hon remedas.

  247
Hep nep poan houman a ganas
En abry dyfflas un asen
Hon guir Roue flour, hep dour na tan,
Iesu e hunan voar an fouen.

  248
Allas ! a dyuez da dezraou
En deffou’en Autraou poanyau bras ;
A pan voe ganet, bezet sur,
Nemet laür ne enduras.

  249
An enff an douar a paras,
Pan deuez Messias, a tra sur ;
Hac en coabren brauff ez sauas
Vn steren bras, me hoz assur.

  250
Tryzec deiz an Rouanez bras
A marchas a pell bras ha saou ;
Dyouz Orient ez deuent baut
Da guelet, hep faut, hon Autraou.

  251
Da proff offrancc ha chevancçaou
Do guir Autraou, de dezraou mat,
E deuez parfet, na lequet mar,
An Try Roue, try car hegarat.

  252
Jesus en croas hont* prenas oll,  [lisez hon] 
Ha fur ha foll, na vemp collet,
Euit hon dianc a anquen.
Mall voa da den bezaff prenet.

  253
En hano Jesus, an alusen !
Reyt dan peuryen so anquenet ;
Doue a voe, chetu, e buhez
En paurentez heruez an bet.

  254
Jesus un dro a rento pront
Da pep an tu hont e bontez.
Pedomp oll Doue, guir Roue’n nouar,
Da reiff deomp clouar trugarez :

  255
An pobl a Leon, Bretonet,
Guyr catholiquet, da quentaff.
Pan a hint scaff da anaffon,
Moz pet, Roue’n Tron, don pardonaff.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix