Nouelou ancien (an) (19) : XVIII – Quenomp Nouel ! Nouel santel dre vuheltet
* Edition par Théodore Hersart de la Villemarqué dans Revue Celtique, XI, pp. 46 et ss., d'après l'imprimé Y 6187 de la Bibliothèque nationale de France : "an Nouelou ancien", de Dom Tanguy Guégen, Quimper, 1650

voar ton Sacris solennis

  233
Quenomp Nouel ! Nouel santel dre vuheltet
Dan Guerches excellant he deues presantet
Deomp ny un Map byhan a saluo breman an bet :
Trugarez an Ytron so moyon de donet.

  234
Dre pen hon tat Adam ez viomp condamnet
Dan poaniaou infernal, du, tenffal ha calet ;
Ouz omp, Roue an Aelez, truez oz eux bezet :
Trugarez an Ytron so moyon de donet.

  235
Goude pemp mil blizien a yoa plen tremenet
A pan oa pep unan en creis an tan manet ;
Jesu so deuet hep mar clouar a Nazaret :
Trugarez an Ytron so moyon de donet.

  236
Hep na goulaou na tan an Map man so ganet
En un merchaucy ien na chomme den an* bet  [lisez en] 
Gant un Guerches clouar dispar dre hon caret :
Trugarez an Ytron so moyon de donet.

  237
Guerches plesant santel, dyheuel eo guelet
Allas ! an Map bihan e bout aman ganet
Ez* un merchaucy vil maz aedy an mylet !  [lisez en] 
Trugarez an Ytron so moyon de donet.

  238
En Templ gant Symeon dan Ytron raesonnet,
Pan voe douguet, hep mar, enff a voe lauaret
Gant an clezeuff a ceuz he calon esteuzet :
Trugarez an Ytron so moyon de donet.

  239
Goude an profecy a voe peur achyuet,
E menez Calvary pan voe crucifiet
Eno ez prenas oll quement a yoa collet :
Trugarez an Ytron so moyon de donet.

  240
Eno guir Roue’n nouar, hon car a Nazaret,
A gouzavas anquen euyt dazpren an bet ;
A poanyou infinit hon geure acuytet :
Trugarez an Ytron so moyon de donet.

  241
Ytron, Rouanez guen, an goulen a menhet
Digant hoz Map Jesus, ne vyhet refuset !
Guen hon bet en bet man pan voe heman ganet !
Trugarez an Ytron so moyon de donet.

  242
Chuy en Impalaezres, Maestres an guercheset,
En effaou ez ouch din e quiffin an Drindet ;
En hoz corff hep nep mar ez deuez dre hon caret :
Trugarez an Ytron so moyon de donet.

  243
Rac se, clouar Mary, a devry supliet
Euit an pecherien ; na list den sourprenet,
Pan eo deuet Doue ha den don dazpren a penet :
Trugarez an Ytron so moyon de donet.

  244
Mary, pan duy an deiz hon finuez voar an bet,

Guerches, Rouanes guen, dren peden ha mennet
Hac ouz ho Map Jesus, haetus hon excuset :
Trugarez an Ytron so moyon de donet.

245
Ha ! Suppliet, Ytron, euit an Bretonnet,
Maz dalchint ferm en Breiz ho Feiz, ho Reiz bepret ;

Pedet Doue, Roue an tyr, ouz piril don myret !
Trugarez an Yrron so moyon de donet.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix