Nouelou ancien (an) (16) : XV – Nouel da Roue’n effaou, laouen
* Edition par Théodore Hersart de la Villemarqué dans Revue Celtique, X, pp. 288 et ss., d'après l'imprimé Y 6187 de la Bibliothèque nationale de France : "an Nouelou ancien", de Dom Tanguy Guégen, Quimper, 1650

Nouel voar ton Vexilla Regis

  188
Nouel da Roue’n effaou, laouen
Ganet* da Christ pep guir Christen !  [lisez Canet] 
Pret eo da pep den laouhennat ;
Deuet eo Iesus don joayushat.

  189
Ganet eo Doue, guir Roue’n ploueaou,
Dre hon caret eu deuet ouz traou ;
Rentomp graccou dan Autraou mat.
Deuet eu Jesus…

  190
Edoamp en hyruuot, hep souten,
Pan na deuzye Map Doue ha den
Daued omp plen don laouhennat.
Deuet eu Iesus…

  191
A corff un Guerches, Maestres glan, 
Carguet meurbet an speret glan,
Voar an bet man en enganat.
Deuet eu Iesus…

  192
Mary gratius dreyst musur,
Hegarat dreyst pep crouadur,
A voe deomp figur eur mat.
Deuet eu Iesus…

  193
En lech disacçun, en un craou,
Ez ganat, hep faot, hon Autraou ;
Chetu, tudaou, quehezlaou mat !
Deuet eu Iesus…

  194
Dr’en Eal guen ez voe quemenet
Dan tut a enor, pastoret,
Donnet de guelet a pret mat.
Deuet eu Iesus…

  195
Try Roue gant trauel a pell bro
A deuez certen bet eno
Da proff da Roue’n bro, gant ho glat.
Deuet eu Iesus…

  196
Pan deuzont y bete* Mary guen,  [lisez bet] 
Ez meulsont Doue, guir Rouen an glen :
Dre un steren ho quelennat.
Deuet eu Iesus…

  197
Ha Herodes dre frenezy,
A ioa dyguar ouz Map Mary ;
Edoa affuy ouz e gryat.
Deuet eu Iesus…

  198
An Mybyen peptu hep truez
A collas, chetu, ho buhez ;
Hep trugarez ho labezat.
Deuet eu Iesus…

  199
Mary, Mam Iesu, a tuhas
En Egypt, hac em acuytas :
De Map allas ez dalchas mat.
Deuet eu Iesus…

  200
Euyd omp ny, bras ha byhan,
En deffoue penet en bet man,
Trauell ha poan, a pan ganat.
Deuet eu Iesus…

  201
En un croas a chuen, en menez
Ez tachat Iesu dytruez,
Hac e buhez a finuezat.
Deuet eu Iesus…

  202
An Barados a ioa closet,
Gant Iesus e’o nor dygoret ;
Dre e goat prenet, paeet mat.
Deuet eu Iesus…

  203
Entr’omp, Leonys, hep trystez,
Pedomp Iesu, dre meur truez,
Da reyff deomp yuez finuez mat
Deuet eu Iesus…

  204
Han Ytron mat, aduocades,
Yuez pedomp y alyes ;
Mam ha Guerches e les an Tat.

Vous êtes ici

Livre

Nouelou ancien (an) (16) : XV – Nouel da Roue’n effaou, laouen

Nouelou ancien (an)

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix