Nouelou ancien (an) (13) : XII – Nouel ! Nouel ! Da nedelec
* Edition par Théodore Hersart de la Villemarqué dans Revue Celtique, X, pp. 288 et ss., d'après l'imprimé Y 6187 de la Bibliothèque nationale de France : "an Nouelou ancien", de Dom Tanguy Guégen, Quimper, 1650

Nouel voar ton O gloriosa Domina

  150
Nouel ! Nouel ! Da Nedelec,
Da Map Roue’n Tron, en brezonec,
Quenomp choantec, hep dieguy :
Ganet eo Doue, hon guyr Roue ny.

  151
A corff un merch en he guerchdet
Map Doue en bet man so ganet ;
Coz profecyet ez aedy.
Ganet eu Doue, hon guyr Roue ny.

  152
Dre Gabriel ez reuelat,
Iesu Roue’n eff, pan conceuat,
Dan Guerches mat e bout gat y.
Ganet eu Doue, hon guyr Roue ny.

  153
En Bezleem, hep nep remet,
En merchaucy dyabry net
Ez voe ganet, na lequet sy.
Ganet eu Doue hon guyr Roue ny.

  154
Certes Iesu leun a truez,
Hac enff Roue’n sent en paurentez,
En poan, byhanez, pebez bry !
Ganet eu Doue, hon guyr Roue ny.

  155
Ne voe e questell, tourrellaou
Ez ganat Doue, Roue an ploueaou,
Hoguen en craou, hon Autraou ny.
Ganet eu Doue, hon guyr Roue ny.

  156
Hep anquen en bet, – guelhet cas !
An Guerches man glan en ganas ;
Ne deffoue gloas na noas casty.
Ganet eu Doue, hon guyr Roue ny.

  157
Rouanez try dyouz Oryent,
Da proff da Doue, guyr Roue an sent
A deuez gant an hent bet’ en ty :
Ganet eu Doue, hon guyr Roue ny.

  158
An roue Melchyon, raesonnet,
A proffas esancc auancet
Da Doue parfait, pan voa deuet dy.
Ganet eu Doue, hon guyr Roue ny.

  159
An Roue Iaspar, hep saffar tam,
Aour a proffas, ne fellas blam,
Da Iesu flam, hon guyr amy,
Ganet en Doue, hon guyr Roue ny.

  160
Roue Baltasar, hep saffar tam* [lisez son] 
A proffas spes dre doneson,
Myr ; se voa don e melcony.
Ganet eu Doue, hon guyr Roue ny.

  161
Ha Herodes, – certes hesent* –  [aujourd’hui amzint] 
Ho pedas sacçun, dre un fent,
Pan dystrosent deuzyent de ty :
Ganet eu Doue, hon guyr Roue ny.

  162
Maz az yent reiz an hent dezaff,
Ez grase, syouaz ! ho lazaff :
Herod a ioa claff gant auy.
Ganet eu Doue, hon guyr Roue ny.

  163
Herodes, peur dreao pan cleuas
Ez oant tremenet hep quet noas,
A arraigas gant fantasy.
Ganet eu Doue, hon guyr Roue ny.

  164
An mybyen, chetu, dytruez
A lazas oll ; pebez follez !
Hac y voar ho laez ! pebez cry !
Ganet eu Doue, hon guyr Roue ny.

  165
Jesus a maruas en croas pren,
Hac a gouzaouas e asten.
Ha dre hon pen ez aez enn y.
Ganet eu Doue, hon guyr Roue ny.

  166
Euyd omp, santel euel car.
En deffoue un languys dyspar.
Allas ! hep mar, e Calvary.
Ganet eu Doue, hon guyr Roue ny.

  167
Quement so en Feiz badezet,
Gant cridyff en Doue, Roue an bet,
Ez omp oll saluet, hep quet sy.
Ganet eu Doue, hon guyr Roue ny.

  168
Pedomp, commun, guytibunan,
Goude hon oll fet an bet man,
Maz ayimp glan dan letany.
Ganet en Doue, hon guyr Roue ny.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix