Nouelou ancien (an) (08) : VII – Nouel spes da Iesus !
* Edition par Théodore Hersart de la Villemarqué dans Revue Celtique, X, pp. 1 et ss., d'après l'imprimé Y 6187 de la Bibliothèque nationale de France : "an Nouelou ancien", de Dom Tanguy Guégen, Quimper, 1650

Nouel voar ton homan diaraoc.

  99
Nouel spes da Iesus !
Quenomp ny gracyus,
Haetus, plygandushaff,
Pan eo deuet en bet man
Cuff, vuhel, euel oan,
Breman don dypoaniaff.

  100
Truez ouz hon bezaff
Dr ’en tat quentaff claffet
En deffoue Doue, Roue ’n glen,
Pan eo cren disquennet
Breman da bout ganet
Gant un merch he guerchdet
Parfait, a caoudet net,
Gracius dreyst musur,
Hegarat dreyst natur,
Merch illur so furmet.

  101
Dynam, e nep amser
Ne caffer he quen glan,
Euyt oll an holl bet
Treus ha het ha ledan.
Collet lem eo breman
E contrat gant Sathan.
Oz bout heman ganet
En deuex, lieux placc,
Da pep re, dre e gracc,
An soulacc diguacçet.

  102
Santel en vuheltet
Ez voue caffet detry
Gant Roue ’n tyr, hon guir car
E mam, clouar Mary.
Presant maz oa gant y
Ganet Doue hon Roue ny,
Chetu cry glorius :
An Aelez, na gret sy,
A gre can letany
Meuleudy gracius.

  103
Nep pep rout hirvoudus
Cablus a ioa ruset
So deze, nen deo gaou,
An goulaou enauet.
Pan eo flam dilamet
Messias digacçet
En bet, don remedaf,
Ioa plen ha leuenez,
En essu hon buhez,
Noz ha deiz greomp dezaff.

  104
Lyes guez a nezaff
Peur scaff, hep douetaff quet,
Ez voe glan damany
Deomp ny proficiet
Dre gracc en dygacet
An enff, da duen clenffet
Voar en bet caletaff ;
Hac en Bezleem breman
Ez gous flam an dra man
Dre tut glan oz canaff.

  105
Pastoret parfetaff
Dezaff dre canaffen
A grea gracçaou laouen,
Euel plen mibyen guen.
Dr ’en Eal ouz ho quelen,
Poursuyuant a banden,
A deuz cren bet’ en ty ;
Hac en presep hep mar
Ez quefsont Roue ’n nouar
Peur clouar gat Mary.

  106
Rouanez yuez try
Hep sy diouz Orient
Dan trot bet Herodes
A deuez certes he sent* ;  [lisez hesent] 
Ha cren ez goullennent
Out aff, hep bezaff lent :
« Guir Roue an sent quentrat
Ma edy dynam aman ?
An quartyer souueran,
Roue ’n bro man maz ganat ? »

  107
Neuse pront ez spontat
Tiz mat dr’ en pennadur
Allas ! dreau oz cleuet
E bout net ganet sur ;
Maz en cherchas assur
Diouz e tut, an hudur,
Sigur an Scripturiaou ;
Hac, a goall saout out aff,
Gant annoaz de lazaff
Ez oa claff gant caffaou.

  108
Cheuancç hac offrancaou
Ha madaou en laouen
A dougas hir try roue
En diffoue da Doueden ;
Deuet int ferm dan termen,
Pan clasquent, ne grent quen,
Doue ha den certenhaff.
Enor ha jolory
Don guir car, Map Mary,
A grent y an muyhaff.

  109
Ha ny, hep faziaff,
Prestaff, heb bezaff lent,
Dre e mam, hon ampouent,
Mar deu glar na baluent,
Na nep bern a mernent,
Ouz Roue ’n sent ententomp ;
Han goar Mary dyen
Pedomp, na greomp quen,
Ha flam Amen ! quenomp.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix