Nouelou ancien (an) (07) : VI – Nouel ! Nouel ! Nouel !
* Edition par Théodore Hersart de la Villemarqué dans Revue Celtique, X, pp. 1 et ss., d'après l'imprimé Y 6187 de la Bibliothèque nationale de France : "an Nouelou ancien", de Dom Tanguy Guégen, Quimper, 1650

Nouel voar ton Nouel spes da Iesus

  92
Nouel ! Nouel ! Nouel !
E languis a isel
Doue vuhel hon guelas ;
Tudaou, quehezlaou mat
Deompny proficiat !
Doue an Tat en gratas.

  93
Hon quentaff tat, Adam
A estlam so lamet
Hac eat da leuenez
Ma edi ’n Aelez pepret ;
Breman ez eo ganet
Quer map Doue, Roue an bet ;
Guen e bet en credas !
Un merch so guerch, ha glan
A pechet an bet man
An Map man a ganas.

  94
En merch man damany 
Deuet detry don diffen,
Disquennet an effaou
Oz traou teyr goulaouen.
An Dreindet, credet hen,
Euel deiz dr’ en guezren
En glen a dysquennas :
Guerch pepret, en bet man
Voa net preservet glan
Homan pa en ganas.

  95
Euel deiz dren guezren,
A cren eo dysquennet
Map Dou’ en Tat so padel
Ha santel da guelet.
Dre en guer e Speret
Pep ploue a voe crouet
Eznet ha loeznet bras ;
Dre e gloar peur clouar
An eaul splan hac an loar
An douar a paras.

  96
Pemp mil bloaz, annoazet
Ez vo’en bet en redy ;
En Ifern ez bergnet ;
Bepret ez reet dy ;
Dyfflas voe an casty,
Ha don an melcony ;
Goa ny, pa fazias
Eva, hon quentaff mam !
Hoguen Mary difflam
A estlam hon lammas.

  97
Quer mam Doue, Roue ’n enffaou
En hynchaou dysauozan
Reyt sclerder don speret
Quent monet an bet man.
Commun, guytibunan,
Hon miret ny peur glan
Oz sauozan Sathanas ;
Hon dilacc dre gracc Doue !
Ouz da* map hon azboue,  [lisez hoz] 
Hennez voue hon croueas.

  98
Nouel da Roue ’n velly !
Quenomp ny gracyus,
Ha dan clouar Mary !
Supply melodius
Dezy hy glorius,
Hon Maestres, mam Jesus,
loaius hon escusas ;
Greomp leuenez dezy !
Bepret hon erbet hy
Devry. – Deo gratias !

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
57, rue Guy Le Normand,
29600 Plourin-lès-Morlaix