Annaig (08) : Beorien (ar)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

  I 

O tont eus a Sant-Erwan 
Kent distreiñ da Vezou-Bran 
  O tont eus ar pardon, 

’Oa ur paour kozh ’vel tosoù 
Azezet war e votoù 
  E korn ur park melchon ; 

Ha gant ar paourkaezh dall-se 
Ur plac’h he dorn ’astenne
  Ur plac’hig unnek bloaz : 

– Ma n’eo hoc’h ene re yen 
tud vat ’rafet aluzen 
  D’ar re n’o deus netra, 

D’ar re n’o deus er bed-mañ 
Na bara na ti bremañ 
  Na gwele ’pad an noz,

Da verc’h ar besketaerien 
’Lonkas ur c’houmm e Porzh-Gwenn, 
  D’ar verc’h ha d’he zad-kozh. – 

’Vel ur c’hloc’h mouezh ar plac’hig 
Ar gened war he chotig 
  An naon en he c’halon. 

’R bloaz war-lerc’h e Sant-Erwan 
Ar paour dall oa e-unan 
  E korn ar park melchon. 

– Ho merc’h vihan, ma den kaezh
Evit bezañ leanez 
  D’ar skol hoc’h eus kaset. – 

Leanez e ti Doue, 
Ar sentezed, an aelez, 
  Hi zo bet kemeret. 

Doue na laosk da vervel 
An evnigoù hep skoazhell, 
  D’e vreur, ’ra ar c’hristen. 

Perak an Ankoù krignet 
Ar bod glas en deus troc’het, 
  Derv sec’h ’n e gichen ? – 

Ha gouelañ ’rae an den kaezh. 
Evit ar re yaouank rez
  Eus ’r galon an daeroù, 

Ha gouelañ neuze zo mat ; 
Met daeroù ’r re gozh zo gwad 
  War ar re hen tenno. 

  II 

Aet eo merc’h ar pesketaer 
Yaouank ’vel un ael ha kaer, 
  Aet eo d’ar baradoz ; 

’Wechigoù ’d-ay ac’hane 
Kaer ha yaouank ’n un huñvre 
  Da welet he zad-kozh. 

Eürusoc’h ar plac’hig, 
E-lec’h bezañ pinvidik, 
  Aet d’an neñv ha bugel, 

Hep keuz d’ar bed war he lerc’h, 
Gwenn hec’h ene evel erc’h, 
  Gwenn-kann he diveskell. 

Hep madoù gant he gened 
Kiriek da veur a bec’hed, 
  ’Vel frouezh n’emaint a-vern. 

Ar baourez zo da Doue, 
Ha seizenn mar ’deus he sae 
  ’Digouezh gant an ifern. 

Marteze ’vel al luc’hed 
An tan he dije kroget, 
  Kroget na mouget an’. 

Gwell eo ’ta, pesketaer kozh, 
Hec’h ene er baradoz, 
  He diveskell gwenn-kann.

Vous êtes ici

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix