Mouezhioù an Abardaez-Noz (47) : Da Vleimor
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

                War-lerc’h koan ar vuhez er bez e tiskuizhin.
                     Gwerzenn ar Marv, Bleimor

Diskennet ’out er bez, Bleimor, a-raok an oad,
Evit difenn ar vro skuilhet ganit da wad ;
Ha da gousk a zo don, mab meur an dud a vor,
            Dindan douar Arvor,
Ur groaz yen keltiek o terc’hel dit eñvor.

Trouz ebet en-dro dit nemet klemm ar mor bras,
Pe richan un evnig o kludañ war da groaz,
Pe mouezh avelioù Breizh o vont dreist ar vered
        Kañvus ha glac’haret
Oc’h hirvoudiñ noz-deiz d’o barzh muiañ-karet.

Debret koan, deut an noz, mab den en em astenn
Da gemer e ziskuizh : ha seul vui m’eo bet tenn
Ha kalet an devezh, seul vui, pa ve disoc’h,
        E tiskenn pounneroc’h
War e zaoulagad faezh ha sioulder ar peoc’h.

Te, Bleimor, zo bet kriz da zevezh penn-da-benn :
Merket a-vihanik ’vit ur gwall blanedenn
Ha deut e-touez an dud dre dor ar baourentez,
        N’ec’h eus tanvaet gante
Nemet tristidigezh, anken ha c’hwerventez.

Met, o taremprediñ hent strizh an dienez
Ha gwenodennoù paour ha noazh da vamm-enez,
Te ’glevas o kanañ gant he mouezh dreistdenel
        Gwir Awen Breizh-Izel,
Hag e teuas ennout ur barzh-meur da c’henel.

Ma ne ginnigas dit dorn yen an Tonkadur
Na madoù nag eurvad, na c’hoarzh na plijadur,
Un delenn a teus bet a seurt na voe klevet
        Ab’oe meur a gantved
Hini bet all o son ken c’hwek d’ar Vrezhoned.

Ma ne vuzulas dit ar blanedenn c’hwerv
’Met ur pennad devezh echu ’kreiz an erv,
An enor a teus bet da vervel ’vit Bro-C’hall
        Dispont ha didamall
’N ur brenañ gant da wad eurusted d’ar re all.

Ar gwall daol a skoas a’nout-te d’ar marv
A lakaas da devel war an hevelep tro
An delenn vurzhudus oa stag ouzh da galon
        Hag ar mil mouezh gwirion
A strinke deus ta greiz evel eus ur puñs don.

Met, pa dav an delenn, ’talc’h da voudal en aer
Ur vouezh manet enni spered an telenner ;
Dreist an holl mouezhioù-se ’ve miret gant enor
        Da hini-te, Bleimor,
A vevo da viken e kalon tud Arvor.

War da vez ’taoulino tud yaouank ha tud kozh !
Gallaoued ar reter, Kelted an hanternoz,
Breizhiz a bep rann-bed, soudarded a bell bro
        Ha kalz a gemero
Kentel war da vuhez koulz ha war da varv.

Tud pinv’ik a deuio, stouet o fenn gante,
Da c’houlenn diganit, Pried ar Baourentez,
An doare da dennañ douster eus ar daeroù,
        Kaerder eus ar gwalloù,
Ha sonioù divarvel eus tan ar brezelioù.

Div vamm o deus gouelet hag a ouelo warnout,
Brevet o c’halonoù dre grizder an darvoud
A ziframmas he mab digant unan ane’
    Hag e-kreiz ma kane,
A laeras d’e vamm Breizh barzh meur enezenn Groe.

Diskuizh eta, Bleimor, harpet war da dellid,
Hep keuz d’an delouenn* bet ankouaet sevel dit :    [?] 
N’eus forzh pegen didrouz ’vo da gousk diwezhañ,
        Te ’vo trec’h d’an Ankoua,
Ken bras en ez kourvez ’vel neb all en e za.

Livre

Mouezhioù an Abardaez-Noz (47) : Da Vleimor

Mouezhioù an abardaez-noz

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix