Mouezhioù an Abardaez-Noz (45) : Da Fañch an Uhel
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Gwesklen, an Tour-Alvern, Arzhur tri ha Gradlon,
Bet gante ’vit o bro stourmet a greiz kalon,
E lintr o skeudennoù dirak an heol melen ;
Ha te, Fañch an Uhel, soudard bras an delenn,
Setu te adsavet evelte divarvel,
          Azganet e-tal da gavell.

Distroet ’out e bev war dachenn Plouared,
E-kreiz an dud, an traoù, an taolennoù karet,
Da vro Landreger o tibun en-dro dit,
Evel neud a gant liv war ur pikol gwerzhid,
He maezioù glas, he gwez kannus, he goabrenn vrizh,
          Gwenodennoù da yaouankiz.

’Drek da gein an iliz ’lec’h m’out bet badezet,
Dirazout ar gamprig ’lec’h ma ’teus studiet,
Dindaout douar sakr ’bet e bered gwechall ;
Du-hont, keit ha ma c’hall an daoulagad furchal,
Maner kozh Kerarborn, kuzhet ’kreiz ar glazur
          ’Vel er mor enezenn Arzhur.

Bremañ ’teuio bemdez da galon da dridal
Hag ur c’hoarzhin eurus da dremen war da dal
Pa glevi diwar da ziskenn tud kalonek
O komz hag o kanañ distag e brezhoneg,
Ha da varzhaz o ren, desket d’ar vugale
          Eus an eil rumm-dud d’egile.

Keit ha ma vo miret enorus en hor bro
Yezh, gizioù, kredennoù, mennozh hor zud varv,
Keit ha ma vo dre Vreizh kendalc’het da gerzhat
War da roudoù, gant da ziviz « Bepred Breizhad ! »
Te ’vo seder aze war da vaen prezeger,
          Te ’gomzo kreñv hep lâret ger.

Kreñvoc’h ’vit mouezh ebet ganet ’tre divvuzell,
Da skeud hepken ha da skouerioù, Fañch an Uhel,
Da bevar c’horn hor Breizh a gaso ur gelenn
Hag a seblanto deomp he c’hlevet evel-henn :
« Dalc’hit atav, Breizhiz, dalc’hit kement a ro
          Nerzh d’ho spered, kaerder d’ho pro.

« Baleit sonn war-zu an heol hag ar sklêrder ;
Grit evel ho tud kozh, stourmerien dibreder
Hag a dreuze ar bed o klask tizhout an Ne[ñv] ;
Kerzhit gant hoc’h amzer, da heul ar wirionez
Ha bezit holl, Breizhiz, Republikaned vat
          Prest ’vit ar Frañs da skuilh ho kwad.

« Met arabat gwintañ ar wezenn divloaziek
A zoug ouzh he bodoù ar frouezh aour keltiek :
’Vel mibien Iwerzhon, Bro-Kymri ha Bro-Skos,
En-dro d’an tan nevez mirit al ludu kozh ;
Lezit bleuñv el liorzh, huñvre war an ene,
          Mougennoù glas ’us d’ar menez.

« Mirit va Breizh ’vel ma kanas e pep amzer
Dre ganaouenn ar bobl ha dre son ar mesaer,
’Vel am eus bet klevet he c’halon o poulzañ,
Horolaj bev re gaer da zerc’hel en e za ;
Neuze da virviken a chomo pezh eo bet :
          Ar vro goantañ zo dre ar bed. »

Ya, sentiñ ’refomp holl ouzh da vouezh, barzh karet,
Neb en deus eveldout poaniet ha labouret
’Vit e vro, hep espern ar arc’hant nag an aour,
Ken preder ouzh ar gwir ha ken mignon d’ar paour ;
Neb a zo bet ’veldout Brezhon penn-kil-ha-troad,
          Hennezh zo den a guzul mat.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix