Mouezhioù an Abardaez-Noz (08) : Treger
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

O bro goant Landreger, biken ankouaat na rin
Nag an eurvad ac’h eus a bell zo roet din,
Nag an degemer wask am boa bet diganit
Pa deuis, dizanav, va bara da c’hounit,
Dilezet evidout va bro Gerne-Uhel,
E-touez da dud dilorc’h da stennañ va zinell.

Da hentoù, ’vel da dud, am eus darempredet ;
Da chistr am eus tañvaet, ouzh da daol ’meus predet ;
Hag o vevañ ganit, n’em eus kavet atav
’Met hent plaen, tud gwirion ha c’hoantek d’ober brav.

    *

Neb a wel ac’hanout diwar lein tosenn Vre
A wel ur berradur eus Breizh e pep doare :
Menez Gurunuhel, koadeier “Koad-an-Noz”,
Plaenennoù pinvidik ledet betek Perroz,
Ha traonienn vras Gwengamp ha saoniennig Benac’h,
Ha, dantelezet brav gant reier Ploumanac’h,
Rubanenn c’hlas ar mor o stardañ da aodoù.

Ur c’hastell kozh bennak a ziguzh a-wechoù
Gant e vogerioù tev ha gant e dorioù moal,
O tegas soñj eus tud hag eus amzerioù all.
Peurvuiañ, koulskoude, dre da vaezioù laouen
Ne sav ’met traoù yaouank, tier ha kêrioù gwenn.
O verkañ deus a bell, ’mesk an tokadoù koad,
’Vel bleunioù “Marc’harid” e-kreiz glazur ur prad.

Rak plijout a ra dit, Treger, an traoù nevez :
Darn eus ar gizioù kozh ’teus kaset da vale,
Ha kemeret, e-lec’h ar pezh oa mat gwechall,
Lod dilhad ha dañsoù heñvel ouzh re Bro-C’hall.

Mirout a rez, avat, gant nerzh ha karantez
Ar yezh a zegasas Breizhiz tramor gante ;
Ha kontañ ’rez atav en-dro d’an tan, bep noz,
Ar marvailhoù kouezhet diwar deod ar re gozh.
Du-se ’mañ ar mistri ’vit ar fentigelloù,
Tud hag a red ar gêr diwar o muzelloù
’Vel ruz ar wazhig dour dreist he gwele geot glas,
Tud hag a lak ’n o c’homz ur bebrenn hag ur vlaz
Seurt ma lak e pep meuz dorn skañv ar c’heginer.

O ! ya, konterien flour zo dre vro Landreger,
Ken flour ma seblantont a-wechoù d’ar re all
C’hoarzhin goap goude ne reont ’met kaozeal.
Hogen Landregeriz, mar plij de’ fareserezh,
N’int ket tud da verraat dre zroug ar oaperezh.

Ur spered lemm-meurbet ’n hini ’verv e Treger,
Skignet en aer gant Sant Tual, ar prezeger
A zegasas d’ar vro keloù eus an Aviel
D’ar c’houlz ma voe enni c’hwezhet tan ar brezel
Etre ar Gristenien hag ar barzh-meur Gwenc’hlan,
Chomet an diwezhañ hag ar brasañ Pagan.

E delenn a sonas mallozhus ha garv ;
Ha pa voe he mouezh arm* mouget gant ar marv,    (pe arem)
E douar Landreger, e deun ar c’hoadoù bras
E vanas da gousket telenn gozh Roc’h Allaz.

Setu perak em’out, Treger, bro ar varzhed,
Bro ar speredoù kaer hag ar c’homzoù aezhet,
Perak, en ez tier c’hoarzhus ha dereat,
E ve digoret frank an dorn d’an tremeniad.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix