Mouezhioù an Abardaez-Noz (43) : D’ar barzh Quellien
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

    Mallozh dit, kêr Pariz, lonkerez Brezhoned !
Te ’sach ane’ ganit, hag o rent bruzhunet.
   Ur mab speredet kaer he devoa Breizh-Izel,
Hag en devoa c’hoantaet, siwazh ! he dilezel.
Perak ? – Doue ’dle goût : me ’gred e ve pep den
Bountet gant un ael du war-zu e blanedenn.
    Darn a lavar ivez ne ve ’met e Pariz
Al labourioù spered paeet hervez o friz.
Hag ez eo hor mamm Breizh kalz re danav he yalc’h
’Vit gallout er seurt traoù lakaat arc’hant a-walc’h.
Gwir eo, Breizh paour na bae nemet gant he c’halon :
Ma ne teus ken micher nemet kanañ pe son,
’Forzh pegen brav da vouezh, pegen kaer da spered,
E Breizh ’out sur a vel*, sur a vara n’out ket.
    Hemañ ’ta, pa glaskas bevañ gant e bluenn,
’Rankas mont da Bariz, bro ar skrivagnerien,
Hag e-lec’h chom didrouz da ruzañ ’ne’i er gêr,
Kuitaat ’vit kêr an aour e vro dous Landreger.
    Met, kaer en doe mont pell, Breizh a begas outañ,
Chomet en e galon dremmet deus ar c’hoantañ ;
E soñj na noz na deiz na droas diwarni,
Kresket e garantez dre nerzh e velkoni.
E delenn a sonas neuze kaerañ ma c’hall
Komz ur galon Breizhad forbanet e Bro-C’hall ;
Biskoazh den divroet n’oe muioc’h ’vit hennezh
Eus douar e gavell eñvor ha dienez.
    Kement e kendalc’has gantañ mennozhioù Breizh,
Kement e hirvoudas he mil mouezh en e greiz,
Ma soñjas, en dilez garv ’lec’h ma veve,
D’Arvoriz divroet sevel ur vro nevez ;
Hag un nozvezh e voe tud batet e Pariz
Pa weljont ur goan vras savet etre Breizhiz
O komz hag o kanañ yezh karet o zadoù,
Brezhoneg Sant Erwan hag hini Sant Kadou.
    Chomet eo bet abaoe ar c’hiz kaer en e za :
Eno gant kaoz o mamm e teu da ziskuizhañ
Bugale Vreizh, ankouaet gante ur pennadig
An holl boan gouzañvet o klask dont pinvidik.
Eno, ur wech ar bloaz, Quellien a gave
Didu ’vit e spered, frankiz ’vit e huñvre,
Hag e soñje gantañ, e-pad un nozvezh c’hoazh,
E starde e vamm Breizh etre e zivrec’h noazh.
    Allaz ! ne welo ken nemet eus lein an Neñv
Ar vro guñv a gare,an traù kaer a gane ;
Ne welo ken Ar Roc’h na maezioù Landreger,
Ar barzh meur Quellien na deuio ken d’ar gêr :
’Kreizh ma’z ae gant ar straed, pleget moarvat e benn
Ha nijet e spered ’trezek e aodoù gwenn,
E tegouezhas ur c’harr, ur c’harr-houarn diloen
Hag a roas dezhañ ’n un taol e groaz-nouenn.
    Lâret mat en devoa Merzhin an diouganer
’Teuje un aerouant kriz, teñval ha pounner,
Da frikañ hor gouenn-dud, da c’hlac’hariñ hor bro,
Da lakaat hor mamm Breizh, siwazh ! da skuilh daeroù.
    Mallozh dit, kêr Bariz, lonkerez Brezhoned !
Te sach ane’ ganit, hag o rent bruzhunet.

[sur a vel : sûr de recevoir “du miel”, c’est-à-dire des éloges.] 

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix