Mouezhioù an Abardaez-Noz (46) : Da Brosper Proux
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Setu te savet war ziskenn,
Deut adarre d’ar sklêrijenn,
Prosper ; sell amañ war da dro
Bernioù tud a bep korn ar vro,
O lidañ gouel bras an eñvor
Da wellañ kaner an Arvor.

Distroet ’out da Werliskin,
’Lec’h ma sonas da vouezh lirzhin ;
’Lec’h m’eo garanet peurbadus
Koun ar spered ken galloudus,
Ken seder, ken prim, ken goapaer,
A verve dindan tog Prosper ;

Koun an teod flour ha dilikat,
Ken lemm a-wechoù da bikat
Ma lâre, bep taol minaoued,
Meur a Dregeriad badaouet :
“Daonet ! evit ur C’hernevad,
Hemañ zo distagellet mat !”

Hogen, te ’vroude hep gwadañ,
Te ’roe lamm hep dibradañ,
Te ’laoske da nijal en noazh
Gêrioù dibikous ha dinoaz ;
Biskoazh na da gomz na da gan
Da zen ebet n’o deus graet poan.

Da werzioù, ’vat, o deus kavet
Hent meur a galon glac’haret :
Eus a glevet son da vombard,
Eus a glevet kan da soudard,
Nag a vammoù, nag a dadoù
’Ruilhas an dour gant o jodoù !

Pet a zo bet, pet a vo c’hoazh
Diduet o lenn da varzhaz,
Livet enne ken speredek
Taolennoù tapet ’n ur redek,
Kildroioù, techoù fall an dud,
Mil fentigell ha mil burzhud !

A ! perak n’out ket amañ ken
Da verkañ krizder an anken
A stardas holl galonoù Breizh
War daol strak ur brezel direizh,
Pa gerzhas hor zud kalonek
En ur ganañ d’al lazhadeg ?

Te ’tije roet a zoare
Da bep soudard e vod lore :
D’ar re ’stourmas taer ha dispont,
Ha d’ar re zo marvet du-hont,
Yaouankizoù flamm kinniget
D’ar Frañs gant hor Breizh venniget.

Roet a tije pep a damm
Da ziwallerien “mab o mamm”
D’ar re ’deus bet graet er gwasked
Brezel didrouz an “ambusked”
Hag a zo deut bravik d’ar gêr,
Kreñv o c’haoz ha dizrast o lêr.

Te ’tije meulet a vouezh kreñv
Tud kozh ha merc’hedan a-dreñv,
O terc’hel pennek da hadañ
Evit ar Vro danvez bara ;
Rak da vombard ’vije warni
Ur son prest evit pep hini.

Evel ma tenn mengleuzier Gwig*   [e Gwerliskin] 
Eus douar paour mein pinvidik
Da sevel tier kaer-meurbet,
Evel-se te ’teus dibabet
E-touez ar bobl, war bep muzell,
Pep gwellañ deus yezh Breizh-Izel.

Gant ar bleunioù kavet eno
E teus fichet kanaouenno[ù],
Sonioù, gwerzioù, mojennoù drant,
Ur bagad dimezelled koant
A ra d’o zad ha d’an Arvor
Evel ur gurunenn enor.

Gant ur falz aour e teus medet,
’N ur vragal dre bark ar spered,
Un horzenn ouesk gwinizh darev,
Yac’h ha kraz, hag en em viro
E grignol ar c’han hag ar son,
Tra la vo Breizhiz a galon.

Sonet kaer he deus an delenn
E toa disfi rak he c’herden ;
Klevet ’c’hellez war an avel
Mouezhioù barzhed all o sevel
Ha kalz an’e na ganfent ket
Ma n’o dije ganit desket.

Diskuizh bremañ war da ziskenn,
Prosper, e-giz ar gouerizien
P’o deve graet ul labour vrav ;
Dibreder ha c’hoarzher atav,
Taol da lagad war gerzh an traoù,
Digor da skouarn da selaou.

Pa glevi, ’benn forzh bloavezhioù,
Tud o kanañ c’hoazh da werzioù,
Te ’savo da benn, o soñjal
E vi bet un harp mat gwechall
Da genderc’hel start en he za
Breizh yaouankaet en ur gozhañ.

Lâret gant an aozer dirak skeudenn Prosper Proux an 22 Gouere 1919

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix