Mouezhioù an Abardaez-Noz (09) : Leon
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Kentañ ’meus bet gwelet, ’touez ar Vretoned all,
Al Leonard o tont, savet uhel e dal,
Dispak gantañ kement tamm gwenn ’ve ’n e roched,
Stenn dindan ar c’houriz e greiz hag e vruched,
Hag o tegas gant poan betek e vuzelloù
Ur vouezh gorrek sachet diouzh deun e vouzelloù,
Deus a varn anezhañ war ar stumm a zouge,
’Meus her bet kemeret ’vit un den a fouge.

Mat ! Difaziet ’on war gont al Leoniz.
Evit gwir, e veulont o fanez, o gwinizh,
O brezhoneg dinamm, geot druz o fradeier,
Hag o c’hezeg buan ha saout lard o c’hrevier,
Hag o ilizoù kaer hag o zourioù uhel ;
Met pelec’h, va zud kaezh, pelec’h ’vo kavet gwell ?
Daoust hag i n’o deus ket ul lec’hig fougeal
P’o deus dre forzh labour tremenet ar re all ?

Baleet Bro Leon koulz hag ar vro Pagan,
E welfed burzhudoù krouet e-kreiz ar boan :
Gwaremmoù, koadeier, douaroù yen gwechall,
Troet e parkoù tomm hag a vag da Vro-C’hall,
Da Vro-Saoz ha d’ar Spagn, ha tre d’an Amerig
Primoc’h frouezh ’vit ne sav er broioù pinvidik ;
Pradoù leun a geot med, hag a voa kozh geunioù ;
Balaneier uhel ha don ’vel huñvreoù ;
Un ouenn gezeg dispar deut ganti meur a vaout,
Hag er peuradennoù an dibab eus ar saout.

An holl draoù-se, kredabl, n’int ket deut o unan ;
Meur a wech ’neus ranket Leonard ha Pagan
Drastañ korf ha spered, skuizhañ brec’h ha lagad
A-zioc’h irvi ar park ha gwazhigoù ar prad.
N’eo tamm souezh eta mar g-int muioc’h pounner
Eget ar Vreizhiz all ; na zouer na kaner
Na glever peurvuiañ war-dro o labourioù ;
Ne vent distagellet a-walc’h ’met er foarioù.
Eno, ’vat, ’talc’hont penn d’ar re dilikatañ,
Ha forzh Tregeriz flour ’gav gante da gotañ.

Dreist holl o deus dalc’het gant ur feiz divarvel
Kredennoù o zad kozh, ar re ’mañ er garnel,
E-keñver an iliz, o eskern benniget.
O ! d’ar sul, pe gouezhont d’an daoulin, daoubleget,
En o ilizoù leun a sent hag a draoù kaer,
’Kreiz an drouz kantikoù hag ar sonioù kleier,
Ha digor dirake dorojoù an ene,
Daoust piv o c’hemerfe evit kalonoù yen ?

Ar seurt tud ’rank bezañ ouzhpenn marc’hadourien.
O spered n’emañ ket gant ar bed-mañ hepken :
En tu-hont d’an Ankoù, en tu-hont d’an anken,
Dre sklêrijenn o feiz ha dre nerzh o huñvre
E welont broioù splann prientet evite.

Ar vuhez boanius-mañ ’dremenont o c’hedal,
Met pep tra, tro-war-dro, ’gomz de’ deus ar bed all :
Ilizoù kizellet, alaouret ha pentet,
Heñvel en bihanik ouzh palez an Drinded ;
Tourioù moan uhel spont o tisklêriñ d’an den
Gant o biz prezeger kentel vras ar bedenn ;
Kalvarioù burzhudus, kaerañ re ’z eus er bed,
Feunteunioù ar sent kozh, chapelioù koant-meurbet.
Kement a gave mat o zud o deus miret,
Yezh, feiz ha gwiskamant, hag a virfont bepred.

    *

Sav eta, Leonard, da benn uhel d’an nec’h ;
Rak te d’ar Vreizhiz all ’n hini zo skouer ha trec’h ;
Da zorn-te ’zalc’h hor Breizh ’n he sav startañ ma c’hall ;
Te ’vo an diwezhañ ’vo debret ant ar C’hall.

Livre

Mouezhioù an Abardaez-Noz (09) : Leon

Mouezhioù an abardaez-noz

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix