Mouezhioù an Abardaez-Noz (25) : Son ar c’hemener
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Degouezhet eo ar c’hemener
            E kêr,
Degouezhet eo ar c’hemener
Div eur goude pep devezhier
Dre m’eo poanius bras e vicher :
Div eur goude pep devezhier
Eo ’n em gavet ar c’hemener.

« Demat deoc’h, Mari, va c’homer
            Seder,
Demat deoc’h, Mari, va c’homer ;
Penaos emañ ar c’heleier
Ab’oe n’on-me ket bet e kêr,
Penaos emañ ar c’heleier ? »
Kentañ goulenn ar c’hemener.

« Penaos ’mañ ’r bed gant va c’homper
            Yann-Ber,
Penaos ’mañ ’r bed gant va c’homper,
Gant ho kezeg, ho parkeier,
Gant ho saout, ho moc’h hag hoc’h yer,
Gant ho kezeg, ha parkeier ? »
E c’houlenn c’hoazh ar c’hemener.

« Mat sur, avat, ma mignon ker,
            Ez aer,
Mat sur, avat, ma mignon ker ;
Azezit war ar bank-taoser,
Ho tijuni zo da gemer ;
Azezit war ar bank-taoser. »
« Ho trugarez ! » ’me ’r c’hemener.

Dirazañ pladoù livet kaer
            ’Lakaer,
Dirazañ pladoù livet kaer,
Kig hag amann a zegaser,
Ha chistr ha kafe ’leizh ar gwer ;
Kig hag amann a zegaser,
Ha bara gwenn d’ar c’hemener.

P’eo torret ar yun, e kroger
            Dre gaer,
P’eo torret ar yun, e kroger
Da danañ ar c’horn butuner
En un dommañ an divesker,
Da danañ ar c’horn butuner :
Gwashañ micher eo kemener !

« Petra ’ve gwell ganeoc’h ober,
            Komper,
Petra ’ve gwell ganeoc’h ober,
Ur roched pe ur bragoù-ler,
Ur gorfenn pe un davañjer,
Ur roched pe ur bragoù-ler ? »
« Ur roched. », eme ’r c’hemener.

« Ho torchenn, pelec’h e saver,
            Komper,
Ho torchenn, pelec’h e saver,
War an daol, war ar bank-taoser,
’Penn ar foenn pe ’kreiz al leur-gêr,
War an daol, war ar bank-taoser ? »
« War an daol » eme ’r c’hemener.

Hag evit lein pa ’n em gaver
            Er gêr,
Hag evit lein pa ’n em gaver,
’Mañ war ar bank soubenn Yann-Gouer
Hag ar bara du en doubier,
’Mañ war ar bank soubenn Yann-Gouer,
War an daol emañ… ’r c’hemener.

Krog aketus en e vicher
            Piker,
Krog aketus en e vicher,
E kas en-dro an nadeier
Ken ma red an dour gant e lêr,
E kas en-dro an nadeier :
N’eo ket brav vezañ kemener.

Hep ehan gwriat, d’e gomper
            Yann-Ber ;
Hep ehan gwriat, d’e gomper
E kont marvailhoù, keleier
E kont marvailhoù, keleier :
Teodet flouer eo ar c’hemener.

Pere ’zimezio er c’harter
            Emberr,
Pere ’zimezio er c’harter ;
Pet leue zo ganet e pep kêr,
Pelec’h e sav trouz en tier,
Pet leue zo ganet e pep kêr :
’Forzh traoù a oar ar c’hemener.

Piv a sach dle ha piv a serr
            Diner,
Piv a sach dle a piv a serr ;
Piv a zo [e]eun, piv a zo laer,
Piv a zo fur ha piv zo rikler ;
Piv a zo [e]eun, piv a zo laer :
Da bep hini ’ro ’r c’hemener.

Ha, p’eo distro d’e barkeier
            Yann-Gouer,
P’eo distro Yann d’e barkeier,
An drezenn-bod a adkroger
Hag an tan en-dro kaerroc’h-kaer,
An drezenn-bod a adkroger
D’ober e lein d’ar c’hemener.

Predet gantañ ’vel ma tleer
            Ober,
Predet gantañ, ’vel ma tleer,
E klask ur c’horn didrouz e kêr
D’ober un tamm kousk berr ha berr
E klask ur c’horn didrouz e kêr :
Diskuizhañ ’blij d’ar c’hemener.

Merenn a rank gant e gomer
            Kemer,
Merennañ ’rank gant e gomer :
Krampouez er baelon a dommer
Hag ur bannac’h traoù a lonker ;
Krampouez er baolon a dommer,
D’ober enor d’ar c’hemener.

Ur pennad c’hoazh war ar vicher
            ’Sacher,
Ur pennad c’hoazh war ar vicher ;
Ha koan abred ’vit mont d’ar gêr,
Rak un hanter-lev zo d’ober ;
Ha koan abred ’vit mont d’ar gêr :
Faezh a dle bezañ ’r c’hemener.

Echu eo tre rocher Yann-Ber
            D’ober,
Echu eo tre rocher Yann-Ber ;
Pemzek kwenneg a briz ’kemer
D’ober plijadur d’e gomer ;
Pemzek kwenneg a briz ’kemer :
Marc’had mat eo ar c’hemener.

Soñjit ! ur roched a bezh kaer
            Tud kêr,
Soñjit ! ur roched a bezh kaer !
Ha c’hoazh a-wechoù ’lavarer,
Dre n’ouier ket petra ’reer,
Ha c’hoazh a-wechoù ’lavarer
E talv un den nav gemener.

Gwir eo, pa zistroas Yann-Ber
            D’ar gêr,
Gwir eo, pa zistroas Yann-Ber,
’Kavas ar roched kloz ha berr,
Chomet ar pastelloù d’ober,
’Kavas ar roched kloz ha berr :
Faziañ ’c’hall ar c’hemener.

Gant pezh a zo ’vo ret ober,
            « Yann-Ber,
Gant pezh a zo ’vo ret ober ;
Din-me ne vo foeltr tamm re verr
D’ober un hiviz gant kolier,
Din-me ne vo foeltr tamm re verr :
Bennozh Doue d’ar c’hemener ! »

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix