Mouezhioù an Abardaez-Noz (10) : Gwened
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

    Bewech ma tegouezh din gwelet ur Gwenedour,
E kavan anezhañ stummet eus ur c’hadour,
Reut e zivrec’h, kalet e zorn, taer e lagad,
Ur c’houriz ler gantañ ’vel o tont d’an argad,
E dog war grab e benn kn e guzh e skouarn,
Start e benn-bazh etre e vizied houarn.

    Hag e soñjan « Hennezh, bremañ zo daou vil bloaz,
A lakaas da Gezar an daouarn war e skoazh ;
Hennezh, kant vloaz zo bet, e-kreiz an noz du-dall,
A youc’he ’n e goadoù da gelenn Kadoudal ;
Hennezh, hiriv, zo prest adarre da sevel
Kerkent ma vo dre Vreizh c’hwezhet tan ar brezel. »
    Na oar den pet kantved a welas o tremen,
’Vel ar gwall amzerioù war chouk e beulioù maen,
Nag ennañ nag enne n’eus bet netra fiñvet :
Ar vein gant an amzer n’int foeltr tamm dislivet,
Hag hen ’n em dalc’h heñvel, koulz e mat, koulz e fall,
« E vrehoneg géton, malahtu ! él guéral. »

    ****

Kalet ouzh al labour ha kalet ouzh ar boan,
Paotr Gwened zo diglemm, dibreder ha dizoan ;
Na ra forzh rak madoù na forzh rak dienez,
Gant ma c’halle tañvat un tammig levenez,
Ha diwar nebeudig ’ve laouen e galon :
Klevout ar binioù pe ar vombard o son,
Setu trawalc’h evit e lakaat da lammet
Ha da dreiñ skañv en-dro, e c’har gantañ kammet.
Ur banne chistr eonus diskennet ’n e skudell,
Hag e krog da ganañ sonioù kozh Breizh-Izel.
    Met, pezh a ra dreist holl d’e galon sederaat,
Eo lagad e vestrez o furchal e lagad,
Pa vent, he biz bihan skoulmet en-dro d’e viz,
O tañsal troad-ouzh-troad war leur-ger an iliz,
E-pad ma vent douget gant son ar binioù,
Dreist an holl draoù marvel, da vro an huñvreoù !
    Netra er bed, nag aour, na perlez nag arc’hant,
Netra da baotr Gwened na dalv e zousig koant :
Hi zo ken brav, ken flour, he jodigoù ken ruz,
Hag he blev ken melen dindan ar « chapo » du !
Ha, goude, m’eo digomz he muzelloù eurus,
He lagadigoù glas a zo ken kaozeus !
    Bezañ ’neus paotr yaouank Gwened ur respet all
A ra d’e benn plegañ ha d’e galon tridal :
Doujañs an tad, ar vamm brevet gant ar vuhez,
Azezet ’korn an tan o c’hortoz galv Doue ;
O daou en tiegezh a kasont c’hoazh ar penn,
Abalamour m’int kozh hag e tougont blev gwenn.

    O tud a stumm gwechall, yaouankiz birvidik,
Dremmoù rust o c’holo kalonoù kizidik ;
Merc’hedigoù ken flamm ha bokedigoù roz,
Hag a beg ho kened en dilhad ar c’hiz kozh ;
Mammoù krommet dindan planedennoù kalet,
O vonet d’ar bez yen dre dommder an oaled ;
Ha c’hwi, tieien gozh, bras evel rouanez,
Digor ho taoulagad da sellet ouzh an Ne[ñv],
Ho plev war ho tivskoazh rannet eus a bep tu,
Ho penn-bazh en ho torn, prest da vale diouzhtu
Pa deuy ael an Ankoù d’ho klask ’vit ar vered,
Dirazoc’h-c’hwi chom mut ha diskrog ar spered,
C’hwi zo goulennoù bev dirak pere e spont
Hor sammoù pennoù paour da viken direspont :
Buanoc’h e kavfemp ger kuzhet ar vein bras
’N o sav war lann Garnag ’vel brezelourien noazh,
Eget ho kwir anv, eget ar gwir alc’hwezh
Eus ho segredoù pell, o gouenn-dud dian’vez !

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix