Digoret eo dor an deiz
Gant aelig ar garantez,
Ha kemeret e sae gaer
Gant an oabl glas ha seder !
Hirie ’mañ an eured
Etre tud hag en em gar ;
Hirie ’vo eurusted
War hor samm douar.
Evel pa vefe an Neñv
Diskennet war vro Gerne,
E tiston en aer laouen
Mil mouezh ha mil kanaouenn ;
Gant an heol e lugern
Glasoc’h-glas ar menezioù,
Ha dre holl e tregern
Son ar binioù.
Ar c’hleier o tont en-dro
’Gas ar c’heloù dre ar vro :
Fant ar Fur ha Per ar Fav
A zo dastumet o daou.
Ken lirzhin o doare,
O tistreiñ diouzh an iliz,
’Vel mousc’hoarzh ar beure
O pokat d’ar glizh.
Meur a lagad a vrumenn
Deus o gwelet o tremen,
Unanet ’vit ar vuhez
Ha benniget gant Doue,
Hen terrupl ha pounner,
E benn gantañ sonn d’an nec’h,
Ha koantik ha tener,
Harpet war e vrec’h.
Pegen brav ’int o vale
Krog an eil ’dorn egile,
Skrivet en o daoulagad
An dudi hag an eurvad !
Pegen kuñv e c’hoarzhont
O zelioù* gante stoket,
Pegen skañv e kasont
Tro-zañs ar boked !
Daouzek taol a zo savet,
Eizh kant a dud ’n em gavet,
Gwisket holl en o granañ* (< kranañ)
’Vel o tont da bardoniañ ;
Kement a oa pedet,
Kar, amezeg pe mignon,
Zo buan deredet
Laouen o c’halon.
Ouzh an daolioù e preder
Kaozeüs ha dibreder,
Ar paour ’tal ar pinvidig,
Ar c’hozh ’tal ar bihanig ;
Ha chistr tomm Breizh-Izel,
Diskennet er c’haliroù,
A lak war bep muzell
C’hoarzh ha marvailhoù.
Neuze ’sav mouezh ar varzhed
D’enoriñ an daou bried,
Da ganañ de’ meuleudi
Ha kaerder o c’hevridi ;
Da c’houlenn evite
Digant Mestr bras an Neñvoù
Eurusted, karantez
Ha bugaligoù.
Ha da zañsal adarre
Tra ma vo gwelet bale,
Tra ma c’hwezh ar zouerien
Diwar lein o barrikenn :
Ebatiñ ’ra hirie
Pep hini deus ar wellañ ;
’Benn warc’hoazh marteze
’Vo lec’h da ouelañ.
Ha ’pad an noz e reno
Koroll ha kanaouenno[ù] ;
Ha, war daol an hanternoz,
E vo hervez ar c’hiz kozh
Kanet soubenn al laezh
Da zegas d’an dud eured
’Vit o c’hentañ nozvezh
Sonjoù alaouret.
Dalc’hit da ren de Gerne,
Gwir euredoù rouanez :
C’hwi ’brient d’ar paourkaezh kouer
Dudi ur wech an amzer ;
C’hwi ’lak en e spered
Sked un tammig sklêrijenn
’Vel ma c’hoarzh ar stered
En deñvalijenn.