Mouezhioù an Abardaez-Noz (44) : Da Vrizeug
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

        E Breizh, meur a gornig distro 
        A guzh dindan e wez derv 
Ur feunteun vurzhudus, un anv sant warni : 
An dour sakr a-wechoù ’gendalc’h da lugerniñ 
        O tegas soñj d’ar Vrezhoned 
Eus kredennoù nerzhus an amzer dremenet ; 
        Met a-wechoù mammenn ar feiz 
Goloet a zouar a gousk ’vel en ur bez. 
 
        Amañ, e sioulder a vered, 
        Dindan un dervenn douaret, 
E kousk ivez kalon Brizeug, barzh blev melen, 
Ur galon hag e voe stag outi un delenn, 
        Ur galon c’hlan hag a garas 
Pep tra mat hag uhel, pep tra gwirion ha bras, 
        Ur galon hag e voe ’n he c’hreiz 
Ken kaer mammenn sonioù ’vel ma zo bet e Breizh. 
 
        Amañ ar barzh, faezh en e za, 
        ’N em astennas de ziskuizhañ, 
Bet gantañ baleet broioù lorc’hus ha kaer, 
Tañvaet pinvidigezh ha plijadurioù kêr, 
        Ha bet atav gwelloc’h gantañ 
Dreist ar brasañ kêrioù, dreist ar vroioù goantañ, 
        E dammig Breizh keit all kollet 
’Tre koabrennoù teñval ha morioù dirollet. 
 
        ’Forzh pegen pell en em gave 
        Aezhennoù distan a gleve 
O c’hwezhañ ’n e skouarn telennadur Arvor ; 
Derc’hel ’rae war e dro mouezhioù kuñv an eñvor 
        O tisplegañ dezhañ douster 
E vloavezhioù kentañ c’hoarzhus ha dibreder, 
        Hag o tisklêriañ d’e spered 
Taolennoù dudius ar vro muiañ karet. 
 
        E donderioù kuzh e ene 
        Dremm al lanneier, ar menez, 
Ar c’hoadoù bras, an dud kalet, ar mor garv, 
Kement nerzh dizan’vez a sach war an distro 
        Kalon pep Breizhad forbanet, 
’Vel lizherennoù tan da viken garanet 
        A chome bev ha divarvel 
Evit degas paotr Breizh war e giz d’e gavell. 
 
        Dreist holl, e-deun anb deizioù bet, 
        Un dremmig flour ha brav-meurbet, 
’Vel hini un aelig war nij ’kreiz un huñvre, 
A vousc’hoarzhe ken dous ha dispak ar beure 
        ’Vit e c’hervel ’trezek ar vro 
’Lec’h ma red dourioù sklêr dindan pezhioù derv, 
        ’Lec’h ma sav dreist al lann seder 
Mouezh skiltr ar mesaerien ha kan an alc’hweder. 
 
        Hag un droad war an avel 
        Oe klevet ur son o sevel 
Hag a lakaas parkoù Breizh-Izel da dridal, 
Telenn ar varzhed kozh ha diston er bed all, 
        Hag a daolas war lesanv 
Ur vleuniennig ed-du ganet en Arzano 
        Ur sked na vo biken trec’het 
Gant ar pinvidikañ nag ar c’hoantañ merc’hed. 
 
        Diwar neuze, peurentanet, 
        Brizeug na voe ken chanet
Da ganañ meuleudi da dud ha da draoù Breizh : 
Koulz e galleg dispar, koulz e brezhoneg reizh, 
        E teskas d’ar bed e veve 
Ur ouenn tud diseblant ouzh ar gizioù nevez, 
        Feal d’o yezh, d’o c’hredennoù, 
Diankoua o spered ha kalet o fennoù. 
 
        ’Noa ket aon nemet e tec’hfe 
        Digant Breizh he yezh hag e feiz, 
He gwiskamantoù koant hag he stummoù gwechall ; 
Nemet e peurdrec’hfe warni spered Bro-C’hall, 
        Hag e teufe he mibien baour, 
Sachet war-du sav-heol gant sorc’henn glañv an aour, 
        Da ’n em goll, korf, ene, madoù, 
Unanigoù beuzet ’kreiz mor ar broadoù ! 
 
        Gwel’t en doa, siwazh ! o tonet 
        A-dreuz d’ar maezioù spouronet, 
E c’henoù leun a dan, ul loen houarn garv, 
Hag a z-ae ’n ur vlejal war-eeun ’vel ar marv : 
        Krenañ ’nevoa graet an deiz-se 
Gant aon e pladfe Breizh tro-pe-dro, marteze, 
        Dindan neventioù estren, 
Nijet e huñvre gaer digantañ e poultrenn. 
 
        Ur seurt soñj, nec’hus ha pounner, 
        A gontammas, ’vel flemm un naer, 
Gwad tener e galon gant ar studi brevet : 
War e damm korf dister e trec’has ar c’hleñved, 
        Hag un devezh div wech c’hwerv, 
Gant an Ankoù trubard skoet pell diouzh e vro, 
        War e dro ur mignon hepken, 
Ar barzh, ’vit er bed-mañ, ’davas da virviken. 
 
        Met, galvet gant ar Vrezhoned, 
        E gorf kaezh a c’hallas donet 
War e giz, ha setu penaos e tistroas 
D’ober e gousk amañ, dindan gwarez ar Groaz 
        ’Noa bet en e vev difennet, 
Un dervenn ’us d’e benn ’vel en doa goulennet, 
        Ha tro-dro dezhañ douar Breizh, 
Ar vroig bet ken start he c’harantez ’n he c’hreiz. 
 
        Ha dreist an oabl e ene glan 
        Oa pignet tre d’ar vroioù splann 
’Lec’h m’emañ degemer an dud vat gant Doue ; 
Hag evit e baeañ deus holl boan e vuhez 
        An Aotroù da varzh an Arvor 
’Roas ur garg uhel, ur gevridi enor : 
        Derc’hel d’e vro harp ha skoazhell 
’N ur chom da virviken Ael-Mad war Vreizh-Izel. 
 
                                          Gouere 1903

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix