Poésies de Toussaint Le Garrec : Mouezhioù ar c’havell – Anna Vreizh
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Priz kentañ kenskrivadeg Montfort l’Amaury er bloavezh 1899

                I

        Huñvreet ’meus, kaerañ huñvre !
        Dindan bolz dudius an Neñv
        Holl laboused Breizh a gane ;

        I dastumet eus a bell bro
        War gwez ur veredig distro,
        Dreilh spern-gwenn oc’h ober an dro ;

        A gement liv, a gement vent,
        War o fluenn poultrenn meur a hent,
        O c’han koulskoude ’unanent.

        Ur bez digor frank oa er c’hreiz,
        Ennañ kalon rouanez Breizh,
        Bleunioù koant o tiwan e-leizh ;

        Dreist holl, ur c’haer a lili gwenn,
        Eus ar galon stag e wrizienn,
        A save sonn ’vel ur wezenn.

        Ha tro-war-dro bleuñv glas, bleuñv ruz,
        Bleuñv a bep liv, betek re du,
        Hag ur banniel e pep a du :

        Unan du-kañv, hini ’n Arvor,
        Gant an amzer gozh hec’h eñvor,
        Gant kantvedoù lorc’h hag enor ;

        Eben, ruz-glas-gwenn, astennet
        War-zu an amzer da zonet,
        Ha ’blij ivez d’ar Vretoned.

        Hag an div vanniel stok-ha-stok,
        Pleget o fennoù war ’n a-raok,
        ’Vel pa ’n em roent pep a bok.

        Kanañ ken brav ’rae ’l laboused,
        Ma tave ar mor souezhet,
        Hag an holl mouezhioù dre ar bed.

        Hag a welen un erminig,
        ’Kichen an dreilh, hec’h unanig,
        O selaou, stouet he fennig.

 

                II

Evned Breizh a lâre sklêr dre o c’hanaouenn :
« Kanomp ha richanomp, ha bezomp holl laouen !
        ’Lâre o c’hanaouenn,

« Setu ’mañ deut en-dro koun an amzer gwechall,
’Mañ c’hwezh ar bleunioù kozh dre an oabl o nijal,
        C’hwezh ar bleunioù gwechall :

« Digor eo ar bez don e-lec’h ma oa kousket
Hor Rouanezig koant, enor gouenn hon Duked,
        ’B’oe kantvedoù kousket ;

« Hag he c’halon atav ken flamm en he glanded
’Vel an deiz ma teuas deus Bro-C’hall da Naoned,
        Ken dispar he glanded !

« Anna, Dukezig vat, selaou ha pegen kuñv
A kanomp holl hirie ’vit luskellat da hun,
        Pegen flour, pegen kuñv !

« Sav da benn ur wech c’hoazh eus da wele douar,
Ma teuy da’z frealziñ an aezhenn ken klouar
        A c’hwezh war hon douar ;

« Ma teuy dit ar c’whezh-vat a daol ar bleuñv spern-gwenn,
An ed-du leun a vel, al lanneg aour melen,
        Bleuñv koantik ar spern-gwenn ;

« Ma klevi ar mor bras o klemm ’hed an amzer
Klemmvan ar vordidi beziet en e donder,
        Ruilhet ’hed an amzer ;

« Ma klevi da Vreizhiz o komz, atav heñvel,
Ar yezh ’vije komzet e-kichen da gavell,
        Hag hi bepred heñvel !

 

                III

«Hag a weli neuze, dudi ’leizh da galon,
Un emglev peurbadus, ur garantez wirion,
        O ren etre Gall ha Breton.

« Ur bec’h bihan eo bet war skoazh Breizh ha Bro-C’hall,
Ha sae an erminig, difank ha didamall,
        ’Neus tremenet meur a bleg fall.

« E bro ar Lili Gwenn koulz evel en Arvor,
Deus ar gourc’hemenn kozh eo unanet an eñvor :
        – Koll buhez kentoc’h ’vit enor !

« Na oa ket er bed-mañ gwelloc’h da ’n em barat
Evit banniel ar Gall ha banniel ar Breizhad,
        O div badezet ’mesk ar gwad ;

« Bet dispaket o div o flegoù divarvel
War douar dre bep heol, war vor dre bep avel,
        Savet dre-holl sonn hag uhel !

« Rak-se, Dukezig vat, war da vez ’n em bokont
Bannieloù ’n amzer bet hag an amzer da zont,
        Nemet unan ken ne reont.

« Eürus eo Breizh o heul an hini ruz-glas-gwenn :
Ed aour ’leizh he farkoù, ’nni menez lann melen,
        Laouen ha nerzhus he mibien ;

« Ha, daoust d’ar gwall avel, chomet bev en he c’hreiz
Gerioù sakr ar yezh kozh, sklêrijenn glan ar feiz,
        Hep pere ’vije ken a Vreizh !

« Kousk eta da hunig dinec’h, Dukezig vat :
Un dra fur ’tevoa graet, talvoudus da’z proad,
        En un ober Gall gant Breizhad.

« Koun eus a gement-se ’n hor c’halon a vano,
Ha telennoù Arvor da viken a gano
        Da zremm karet ha da anv.

« Keit ha vo tud e Breizh, te a vo benniget,
Keit ha vo Breizh-adarr’, a vo dit kinniget
        Kanaouennoù labousiged ! »

 

        IV

        Hag an evnigoù da devel
        Ha, ’vel ur c’houmoul o sevel,
        Da nijal kuit a droc’h-askell.
        Kerkent, serret bez an Dukez,
        E welis an erminig kaezh
        O skuilh daeroù a levenez.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix