Pec’hed marvel Gregor Kogan
Source : 
Dans le recueil de nouvelles intitulé « Geotenn ar Werc'hez », Al Liamm, 1957
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

    Ken fall e oa bet an amzer e-pad an hañv, ma’z oa bet aotreet d’an dud diwar ar maez mediñ, eostiñ ha dornañ d’ar sulioù ha d’ar gouelioù-berz. Stoket ha pladet e oa bet an ed gant ar glav hag an avel, hag e meur a gêr, dre ma ne azve ket ar greun, e chome c’hoazh parkadoù da droc’hañ. An ed medet ha dastumet hep bezañ eostet mat a louede hag a vreine, greun ha kolo, er gwrac’halloù e-tal al leurioù. En aner e c’hortoze ar verourien ur barradig heol evit dornañ.

    Ur serr-noz, evelato, an oabl digoabrenn er c’huzh-heol a ziouganas amzer a zoare evit an deiz war-lerc’h. Ne oa ket diougan a amzer gaer, rak ur ruzelenn a riblennas an dremmwel a-us da Venez-Hom, goude aet an heol da guzhañ. Diougan avel, avat.

    Ar verourien a gasas eta ar vevelien d’ar c’hêrioù tro-dro da bediñ ar wazed dieub da zont da zornañ an deiz war-lerc’h. Hogen gant ar pres ne veze ket kavet kalz a wazed dibalour ; koll ez oant bet pedet pe da vediñ pe da charreat pe da zornañ. Tenn e vo eta al labour, an deiz war-lerc’h, er parkeier evel war al leurioù. Tomme e vo d’ar c’hezeg ha d’an dud.

    An deiz war-lerc’h a oa gouel Varia Hanter-Eost. Beure mat e rede ar mederezed penn-da-benn ar parkeier hag e roc’he war al leurioù an dornerezed strapennet sizhunvezhioù ’oa.

    Gregor Kogan, graet gantañ e labour sul vintin evel kustum : skrivellañ ar c’hezeg, leuniañ ar foenn o restell, skubañ ar gouzi diwar daroù ar marchosi, a sellas gant souezh ouzh Saig ar Mokaer, e vestr, pa voe kemennet sterniañ ar c’hezeg goude o dourañ.

    Gregor Kogan a nac’has chom da zornañ da c’houel Varia Hanter-Eost.

    E porzh Pennavern, e tegouezhas abred mevelien deut eus Kerunkun, eus Torr-ar-Menez, eus Lanurgad gant o c’hezeg hag o c’hirri.

    Ar wazed a zouras o c’hezeg en nev-buñs.

    Gregor Kogan a skarzhas goude an nev hag a riñsas gant palv e zorn glaour al loened chomet stag ouzh ar maen. Tennañ ’reas diouzh ar puñs ur c’helorniad dour fresk ,hag e walc’has e gorf noazh betek e zargreiz.

    – Gregor !…

    Diouzh al leur, Herve, mevel bras Lanurgad, ur mignon, a hope dezhañ, hag a c’houlennas digantañ perak en em gempenne ken spis a-raok dont e-kreiz ar boultrenn hag ar pell da voueta an dornerez.

    Gregor ne respontas ket.

    Ar Mokaer, mestr bras Pennavern, tev ha ruz e benn ha re lart evit ober labour start, a yae hag a zeue dre al leur, ur c’horfad droug ennañ.

    Mevel bras Lanurgad a hopas :

    – Poent d’an dornerez mont en-dro. Piv a voueto ?

    – C’hwi, a lavaras dezhañ ar Mokaer.

    – N’eo ket din da voueta an dornerez, rak Gregor Kogan a zo mevel bras war leur Bennavern.

    – C’hwi a voueto, eme ar Mokaer.

    Hag e chomas a-sav dirazañ ; ha gant ul luc’hadenn :

    – Daoust ha koumanant bras hoc’h eus e Lanurgad ?

    – N’eo ket re vras en holl, a respontas Herve. Perak, avat, e c’houlennit kement-se diganin ?

    Ar Mokaer a vousc’hoarzhas, hag en ur reiñ ur frapadenn dezhañ war e skoazh :

    – Hiziv, emezañ, e vouetaot an dornerez, hag e viot ar mevel bras war al leur, e Pennavern.

    Hogen, ar baotred a lavare etrezo :

    – « Gregor Kogan en deus nac’het labourat da c’houel Varia Hanter-Eost ! » Neuze Herve a gomprenas. Lavarout a reas d’ar Mokaer :

    – N’em eus ket koumanant dreist e Lanurgad. Hogen adkounanantet em eus evelato evit Gouel-Mikael kentañ.

    Ar Mokaer a droas kein hag a hopas d’an tucher :

    – Lerenn d’ar c’hezeg ken na zrasko an dornerez !

    Kleier Landremel a dregerne o mouezh a-us d’ar parkeier ha d’al leurioù dornañ evit gervel d’an oferenn. En hentoù, avat, e oa rouez ar Gristenien. Ur gwaz hepken a oa o vont gant an hent bras war-du Landremel : Gregor Kogan, mevel bras Pennavern.

Vous êtes ici

Livre

Pec’hed marvel Gregor Kogan
association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix