Ceci n’est pas un dictionnaire, mais un recueil de tournures que nous avons trouvées dans des œuvres de la littérature bretonne, et qui nous ont semblé intéressantes pour le travail de la langue et pour l’enrichissement de l’expression.

Comme ces tournures peuvent cependant être propres à certaines époques, à certains dialectes ou même à certains auteurs, vous pouvez cliquer dessus pour obtenir leurs références et nos remarques le cas échéant.

En outre, nous avons rapproché le sens de certaines tournures pour favoriser leur comparaison, mais attention ! C’est n’est pas parce que ces tournures se trouvent sous une même étiquette en français qu’elles sont forcément interchangeables en breton !

Mots-outils

Sens rapproché Expression Exemple
à travers a-dreuz
Ivona a zilamm hag a c’halv ; ur vatezh a heuilh anezhi, hag e sell a-dreuz toull an nor.
alors que e-pad ma
Ar pezh a zo gwir eo penaos e-pad m’edot o kuruniñ hor mestr, ez eus deuet ur c’hannad da zegas ar c’heloù d’an duk Arzhur.
alors que endra ma
Endra ma stou d’an daoulin, gwelet a ra, e melezour an dour, skeudenn ur marc’heg deuet hep bezañ bet klevet ganti.
alors que pa + verbe
Sell, pa lamm ar mor bras, 
Ur verc’h, un aelig gwenn…
alors que e-kreiz ma + verbe
Bremazon, ’kreiz ma oa ar menec’h o pediñ, 
’Tegouezhas er chapel ur bagad divroidi.
après A goude A
Un deiz Sant Per a yoa o vont da ober ur c’housk, goude merenn, e porched ar Baradoz pa glevas skeiñ daou pe dri daol war an nor (…)
après A a-benn A
Hag ez ejont a-nevez en hent. A-benn ur pennad, Konan a chomas adarre a-sav.
au pied de A e traoñ Ø A
Naig, un heizez flour 
Er c’hoadoù, ’traoñ Ø an dour
    Un heizez flour.
au sujet de A diwar-benn Ø A
Te zo paotr kalonek, te ’zegas din eñvor
Ouzh un den ’moa klevet gwechall diwar e benn.
aucun hini ebet
Ne vanke hini ebet
aucun A seurt A ebet
Abaoe peur e rankomp-ni magañ tud ha ne reont seurt labour ebet ?
aucun A A ebet
Ne gleved ket an disterañ trouz, nag er porzh, nag en dourell vras ; youc’h ebet, klemmadenn ebet...
aussi A que B ken A ha B
An diavaeziad a gleve, hogen ne reas van a netra ; hag e tebre, ec'h eve, ken gwaz ha pa vije bet war yun abaoe eizh deiz.
aussitôt (que) kerkent (ha ma)
Savet kerkent ha gouloù-deiz, Ivonig a ziskenne en aod da ziskoulmañ kordenn e vag evit mont lark da besketa (…) 
autant (que) kement
Deut e oa an dud da lavaret edo an diaoul e-unan o teurel evezh war ar paotr pizh, o reiñ dezhañ kement a c’hoantae er bed-mañ.
autour de A en dro da A
Paotred ar sabad, an hoperien-noz, ar c’horred, ar c’hannerezed-noz ha kement viltañs a zo a deue, eme an dud, da goroll en-dro da di Ivonig ha da zerc’hel kompagnunezh dezhañ.
beaucoup de A meur a A (singulier)
Graet ’neus an Normaned meur a daol divalav.
beaucoup de A n'ouspet A
(…) traoù euzhus ha mezhus, na gredent komz anezho nemet goude bezañ graet sin ar groaz n’ouspet gwech.
beaucoup de A ur maread A
Skoet e oe neuze ur maread taolioù pounner war an nor : lavaret e vije ez oa c'hoant d'he divarc'hañ.
bien que evit A da + infinitif
Ha daou vloaz zo abaoe m’eo aet kuit, ha n’he deus keloù ebet, eviti da ouelañ ha da bediñ.
bien que daoust da A da + infinitif
Daoust da'm fenn da blegañ, va spered a vane dizoñvus…
bientôt kent (ma vo) pell
          …Hep mar, kent ma vo pell,
E tirollo warnomp ur gwall varrad avel.
bientôt hepdale
Hepdale ’teuio deomp keloù gant va mibien.
c'est A A eo
– Salver benniget ! hon aotroù person eo !
ce que kement a
Azezit, eta, ur pennad, keit ha ma vezin o pourchas kement a zo ret.
ce que (ar) pezh a
Pezh am eus graet, kont veur, a raje pep Breizhad.
celui (qui) an neb (a)
Mar befe ho madelezh dougen ar sac'h-mañ ; ar c'hiz a zo d'her reiñ d'an neb a deu da c'houlenn ar beleg.
chacun bep eil
Glav puilh ha grizilh, bep eil a ziskenn skuilhet dre gant mil eienenn.
chaque pep
Pep tra a seblante bezañ dirollet hag a yoa evel darev da dreiñ ar bed holl war an tu gin.
chaque fois (que) bep tro ma + verbe
Da ene a deuio dre amañ da huanadiñ, en-dro d’ar roc’h-mañ, bep tro ma kouezho ar gorventenn war aodoù Breizh.
comme A a seurt da A
                                Hag Hollvelen (…)
Ouzh ur gwaz a seurt dit n'hallfe nemet heugiñ
'Vel ma rafe dirak un touseg ur c'hadgi.
comme si koulz ha pa / koulz ha ma + verbe
Ar gwazed a vrezele an eil ’enep d’egile koulz ha pa dleje ar vuhez padout atav, koulz ha ma vije bet gounidigezh un eur ken talvoudus hag ar vuhez peurbadus.
comme si evel pa + verbe
Ivonig hepken a gendalc’he da vezañ didrouz, eürus bepred, evel pa vije difennet gant ur wrac’h bennak, gant ur galloud kuzhet, diaoulek marteze, a zegase dezhañ nerzh, yec’hed ha kalz pesked.
contre A a-enep da A
Aet eo kuit he mignon karet, gant e aotroù kozh, da stourmiñ a-enep d’an enebourien, en tu all d’ar mor. 
depuis lors diwar neuze
Dek vloaz zo abaoe m’em eus dilezet va c’hurunenn a roue ! Dek vloaz ! ha diwar neuze, pebezh peoc’h !
depuis quand ? abaoe peur ?
Abaoe peur e rankomp-ni magañ tud ha ne reont seurt labour ebet ?
depuis que abaoe ma + verbe
Tri miz zo abaoe ma’z eus tud o terriñ hor penn deomp gant distro ar c’hont. 
devant dirak
(…) ar merc’hed hag ar baotred yaouank o-unan a droe o fenn gant euzh p’en em gavent dirak e zremm zu hag e gein chouket.
en raison de A a-drugarez da A
Breizhiz, a-drugarez d’o c’harantez kalonek evit o zud varv, a-drugarez d’o fedennoù pemdeziek evito, n’o deus ken c’hoant nemet digeriñ d’an eneoù, d’an Anaon a zev er purgator, dorojoù aour al liorzh peurbadus.
en raison de A abalamour da A
Abalamour d’ho pec’hedoù, 
Perinaig, it d’ar marv ;
encore adarre
Boum !... Boum !... Boum !...
...Tri daol sec'h adarre.
environ bennak
An den kozh-mañ eo an hini hon eus gwelet un deiz, dek vloaz bennak zo, d'ar mare n'oamp nemet bugale…
être (d’humeur) A bezañ A an tamm (ac’hanon...)
– Petra ’glaskit ? eme Sant Per, rog an tamm anezhañ.
faire B (trembler) A (le gars) lakaat A da B
Ur pezh foultrenn den e oa, barv du hag hir dezhañ, en e benn daoulagad ruz evel an tan, gouest da lakaat ar paotr muiañ dispont da grenañ war e dreid.
il n'y a plus de A n'eus mui Ø A
Marv eo va c’halon, n’eus mui netra evidon er bed-mañ.
il n'y a plus qu'à n'eus ken nemet + infinitif
Ar pech, deus ma welan, a zo bet stennet mat ; n'eus ken nemet gortoz al loen da zont e-barzh.
il y a (temps) zo
Ouzhpenn ugent vloaz zo n'em eus ket bet ur gwenneg zoken em godell.
jamais morse
O vezañ n’ez ae morse da di ebet, e vuhez a yoa heñvel a-walc’h ouzh hini un den gouez.
jamais nepred
Pizh-gagn e oa, ne glaske nepred nemet e vad e-unan ha darev e oa atav da grediñ edo an dud o trouz-prezeg anezhañ.
justement (en train de) krak o + infinitif
Hollvelen, krak o tistreiñ, a glev an Dianavez...
le long de A a-hed Ø A
Hag ’hed Ø an traezh piv ’ta ’klever, 
O kanañ, lâr din, pesketaer ?
même zoken
Daoust ne rae ken eus e vuhez, traoù iskis ha spontus zoken a gave ar besketaerien all da lavaret war-benn an ermid kozh.
même si A nag e vefe A
Ha nag e vefe gwir, evel ne soñjan ket,
E c'hallje bezañ bet Nerzhveur gante paket…
ne plus na + verbe + mui / na mui + verbe
Kaer o deus trubuilh da nec’hiñ,
Perinaig na lavar mui ;
Na mui n’selaou, pleget he fenn,
’Vel ma vije ’n ur soñjadenn ;
ne plus être A bezañ aet e-maez a A
                             Aze ’mañ an hudour,
Aet a-bell zo ganeomp e-maez a enebour,
Savet gant hon roue dreist ar vedisined.
ne serait-ce que ha pa ne vije ken nemet
Yann Postig, daonet dre m’en deus lezet e dud o teviñ er purgator a ziskouez, ha pa ne vije ken nemet dre e gastiz euzhus, karantez tener, don ha birvidik o deus ar Vretoned evit an anaon.
ne … que (restrictif) ne … nemet
N’ouie nemet tri dra : karout, sevel, difenn
An Arvor benniget.
ni A ni B Ø A na B
Gant hon dorn nag hor youl, biken, skoazh ne rimp-ni
Da ziwadañ Tremeur amañ, evel ur c’hi !
ni A ni B nag A na B
Ha morse ne glever, sebezusañ burzhud,
Nag arzh, na karv-meur, na bleiz, na gourejen,
Loen ebet o sevel e vouezh en o c'hichen.
où ? (lieu où l'on est) e pelec'h ?
Seitek kant trizek ha pevar-ugent ! E pelec’h eta edo Doue d’ar mare-se ?... 
où ? (lieu où l'on va) da belec'h ?
E pelec’h kuzhat ? Da belec’h mont ?
par où dre be hent
E-pad ma tebre, ur marc’heg a erruas hag a c’houlennas, digant ar vererez, dre be hent e c’hellfed mont da gastell Kerglaz.
plutôt kentoc'h
– Distreiñ?... Biken !... Kentoc’h e tremenfen ar stêr diwar neuñv.
pour evit / da
(…) ha pa veze echu e labour gantañ, e teue en-dro evit mont da Gonk da werzhañ e varc’hadourezh ha distreiñ ac’hano d’e doull ti.
pouvoir bezañ evit
Pegoulz e teuint en-dro ? N’on ket evit hel lavaret.
presque A hogos A
…daoust m'emaon dre gozhni hogos ken dall ha te.
que (comparatif) eget
He c’haerder a zo kaeroc’h, he c’haloniezh kalonusoc’h, he habaskted habaskoc’h eget kaerder, eget kaloniezh, eget habaskted ar merc’hed all.
que (restrictif) nemet
Kalz tud, o vont gantañ e-pad an noz, o deus gwelet meur a dra na gomzer anezho nemet pa vezer tost d’ul lec’h santel.
que (souhait) ra + verbe
Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h, eme ar beleg, ha ra vimp skoazhellet gant Doue !
que de A nag a A
Nag a dud reuzeudik, Fant, a zo d'ar poent-mañ o c'haloupat an hentoù, sklaset o izili gant ar rev, ha goullo o c'hof.
qui est A ? pe anv a reer ouzh A ?
Pe anv ’reer ouzhit, paotr yaouank birvidik ?
sans (aucun) doute hep mar (ebet)
Mar teuint, lazhet e viot ganto, hep mar ebet.
sans A ni B hep A na B
Evit krouiñ ar bed evel ma ra, hep diwezh, nag ehan, n'en deus nemet ur vammenn ma dennfe diouti ar Grouidigezh.
sauf si nemet + verbe
Bremañ, dre c’hras Doue, ’c’hallin mervel ganit,
Nemet kaout a rafe Breizh an tu da c’hounit
’N ur gas diwar he zro ar pennoù-bloc’h daonet.
seul va-unan (da-unan, e-unan…)
Chomet ’on va-unan, an hini a dlee bezañ va fried a zo marv war ar chafod (…)
si (affirmation) eo
– N’eus den ennout, kastell kozh ?
Eo, Ivona a Gergallig a yoa e sal an traoñ war evezh hag o pediñ.
si (négatif) ma na + verbe
Ma na ve Doue da’m sikour, 
War he lerc’h ’afen ’traoñ an dour.
si bien que ken + verbe
Ab’oe c’hwec’h miz krenn kastizet, 
Ken oa truez ouzh o sellet.
si ce n'est que anez + verbe
Taolet war an dachenn tri pe bevar marv ; 
Hag, anez oa torret ar vazh ’tre va daouarn, 
’Vijent deut holl ganin, daoust da dir nag houarn…
soit A soit B gwech A gwech B
An Aotroù Doue eo. Reiñ a ra, mar plij gantañ, gwech ar gounid, gwech ar c'holl.
souvent meur a wech
Meur a wech, Arvoriz o devoa klasket en em sevel, gounit o frankizioù tremenet (…)
tant kement ma + verbe
…’Vijent deut holl ganin, daoust da dir nag houarn, 
Kement ma oa kresket va nerzh dre ar gounnar 
O wel’t korfoù va zud ledet war an douar.
tant A, tant B kement A, kement B
Kement e seblante Ivonig bezañ kalet ha pizh, kement ez oa Noela madelezhus ha karadek.
tant que endra + verbe
An diavaeziad, koulskoude, a gendalc'he da skeiñ kalet, o touet hag o vallozhiñ Doue endra c'helle.
tant que keit ha ma + verbe
Pa en em sav ar tarzhioù, par c’hwezh an avel viz, e klever ar Roc’h o ouelañ, oc’h huanadiñ keit ha ma pad ar gorventenn.
toujours a-viskoazh
Ni zo bet a-viskoazh debret gant an dud all.
tour à tour bep eil tro
Ar bloavezhioù a dremenas o tegas d’ar besketaerien levenez ha glac’har bep eil tro.
un peu de A un tamm(ig) Ø A
(…) me ’garfe ober ur pennad diviz ganeoc’h mar ho pefe un tammig Ø amzer.

Concepts

Traduction Expression Exemple
avoir besoin de A pour B kaout ezhomm Ø A da B
Me n'am eus ezhomm Ø arm ebet da 'n em zifenn ouzhit.
capable de A gouest da A
Gouest e ven da evañ ar mor a-bezh, gant kement pesk a zo ennañ.
charger A de faire B lakaat gant A Ø B
Hag e lakaas gant un aotenner o tremen
Ø touzañ va fennad blev betek ar groc'henenn.
considérer A comme B ober gant A ø B
An dro-mañ ne ran ket ganit ø ur paotr faro.
être pressé de bezañ mall gant ub. + infinitif
Ha neuze eo mall ganti Ø digeriñ frank an nor vras.
être pressé de bezañ pres war ub + infinitif
Pres zo warnañ. E pelec’h eta emañ an enebour ?
faire attention bezañ war evezh
Emañ war evezh. En amzerioù-se ken trubuilhet, mezvet gant ar gounnar hag ar gwad, ur vandenn laeron a zo ouzh e spiañ, ouzh e heul.
frapper à la porte skeiñ ouzh an nor
Skoet zo bet ouzh an nor, hag ar plac’h yaouank a zo enkrezet.
paraître A bezañ A (va, da, e...) doare
C’hwi zo mat ho toare. Oc’h ho kwelet, e weler un den a galon hag a furnezh.
porté à (sur, vers...) troet war
Allaz ! an tri bugel-se, va re, ne c’hellan ket dont a benn eus o zechoù fall. Troet ’int war an droug.
poursuivre bezañ war-lerc'h A
Emeur war va lerc’h evel war lerc’h ul loen fall, ha koulskoude gwelit : dougen a ran aze korf sakr Hor Salver em sac’hig seiz !

 

© Sébastien Marineau et l'association Daskor Breizh

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse, 29600 Morlaix

propulsé par Drupal