Barzhaz Breizh : Diougan Gwenc’hlan (3)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Pa oan em bez yen, hunet dous,
’Klevis an aer ’c’hervel, en noz*    [K nouz]

E aerigoù eñ a c’halve ;
Hag an holl evned eus an ne[ñv] ;

Ha ’lavare dre e c’hervel :
– Savit prim war ho tivaskell !

N’eo ket kig brein chas pe zeñved,
Kig kristen ’rankomp da gavet !

– Morvran gozh, c’hlev ; lavar din-me :
Petra ’c’hoari ganout aze ?

– Tal par al lu ’c’hoari ganin ;
E zaoulagad ruz a fell din ;

E zaoulagad a grapan naet,
’Abeg da’z re en deus tennet.

– Na te, louarn, lavar din-me
Petra ’c’hoari ganout aze ?

– E galon a c’hoari gani[n]
’Oa ken diwir ha ma hini,

En deus c’hoantaet da lazho,
En deus da lazhet a bell zo.

– Na te lavar din-me, touseg,
Petra ’rez aze ’korn e veg ?

– Me a zo amañ ’n em lakaet,
’C’hortoz e ene da zonet.

Ganin-me ’vo tra ’vin er bed,
Un damant glan ouzh e dorfed

E-keñver ar Barzh na chom ken
Etre Roc’h-Allaz ha Porzh-Gwenn.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix