Barzhaz Breizh : Diougan Gwenc’hlan (2)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Me ’wel an hoc’h ’tont diouzh ar c’hoad,
Hag eñ gwall gamm, gwallet e droad ;

E veg digor ha leun a wad,
Hag e reun louet gant an oad ;

Hag e voc’higoù tro-war-dro,
Gant an naon bras o soc’ho.

Me ’wel ar morvarc’h enep ’tont,
Ken a gren an aod gant ar spont.

Eñ ken gwenn evel an erc’h kann ;
En e benn kernioù arc’hant.

An dour dindanañ o virvi,
Gant an tan daran eus e fri.

Morgezeg en-dro de’añ ken stank
Hag ar geot war lez ar stang.

Dalc’h mat ’ta ! dalc’h mat ’ta morvarc’h ;
Darc’h gant e benn ; darc’h mat ’ta, darc’h !

Ken a riskl er gwad an treid noazh !
Gwashoc’h-wazh ! darc’h ’ta ! gwashoc’h-wazh !

Me ’wel ar gwad ’hed pell e c’hlin !
Me ’wel ar gwad evel un lenn* !    [K lin]

Gwashoc’h-wazh ! darc’h ’ta, gwashoc’h-wazh !
Arsav a ri ’benn arc’hoazh.

Darc’h mat ’ta ! darc’h mat ’ta morvarc’h,
Darc’h gant e benn, darc’h mat ’ta, darc’h.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix