Barzhaz Breizh : Merzhin – Merzhin barzh (9)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

– Klevit, keginour, me ho ped :
Hag an eured zo achuet ? –

– An eured a zo achuet,
Hag an holl draoù a zo lipet.

Pemzek devezh he deus badet,
Ha dudi a-walc’h a zo bet ;

Aet ’int kuit holl gant profoù mat,
Gant skoazh ar rou’ hag e gimiad ;

Hag e vab-kaer da Vro Leon,
Gant e bried, drev e galon.

Aet ’int kuit, ha laouen-naet ;
Nemet ar roue ned eo ket ;

Merzhin c’hoazh ur wech zo kollet,
N’ouzer doare pelec’h ’mañ aet. –

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix