Barzhaz Breizh : Merzhin – Merzhin barzh (4)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

– Eurvad ha joa ’barzh an ti-mañ* ;    [K -me] 
Setu me degou’et adarre ;

Setu me deuet adarre,
Ha telenn Verzhin ganin-me. –

Mab ar roue ’dal m’e glevas,
Ouzh e dad roue ’c’hourgomzas ;

Ar roue p’en deus e glevet,
D’an den yaouank en deus lâret :

– Mar gasit din-me e vizoù
A zo gantañ en e zorn dehoù,

Mar gasez e vizoù din-me,
Te ’po ma merc’h diganin-me. –

Hag eñ da zont, o ouelañ druz,
Da gaout e vamm-gozh diouzhtu.

– An aotroù roue ’n doa lâret,
Ha padal en deus dislâret ! –

– Na chif ket evit kement-se ;
Tap ur skoultrig a zo aze ;

A zo aze ’barzh ma arc’hig,
Hag ennañ daouzek deliennig,

Hag ennañ daouzek delienn grenn,
Hag i ken kaer hag aour melen,

Hag ’on bet seizh noz da gerc’hat,
Seizh vloaz tremenet, e seizh koad.

Pa gano ’r c’hog da hanternoz,
Ho marc’h ruz ’vo oc’h ho kortoz ;

P’eus ket da gaout aon ebet,
Merzhin-Barzh na zihuno ket. –

Pa gane ’r c’hog ’kreiz an noz du,
’Lamme war an hent ar marc’h ruz ;

N’en deus ket ar c’hog peurganet,
Pa oa bizoù Merzhin lamet.

Livre

Barzhaz Breizh : Merzhin – Merzhin barzh (4)

Barzhaz Breizh

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix