Barzhaz Breizh : Liñvadenn Gêr-Is (3)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Hag an neb en defe gwelet
Ar Roue kozh war e gousked
Meurbet ’vije bet souezhet,

Souezhet gant e bali moug
Hag e vlev gwenn-kann war e chouk
E alc’hwezh aour e-kerc’h ’n e c’hoûg

Neb a vije bet er c’hedenn
En defe gwelet ar verc’h wenn
Goustad o vont tre, diarc’hen.

Tostaat ’rae ouzh he zad roue
Ha war he daoulin ’n em stoue
Ha riblañ ’rae sug hag alc’hwezh.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix