Barzhaz Breizh : Liñvadenn Gêr-Is (2)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Ar Roue Gradlon a venne :
« Koanourien da, da eo gane
Monet da gouskiñ ur banne,

« Da gouskiñ ’afec’h antronoz
Manit-hu ganeomp-ni fenoz
Hogen pa vennit-hu, bennozh ! »

Serc’heg a gomze war ma oue
Flourik-flour ouzh merc’h ar Roue :
– Klouar Dahud, nag an alc’hwezh ?

– An alc’hwezh a vezo tennet,
Ar puñs a vezo dibrennet
Pezh a youlit-hu ra vo graet !

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix