Barzhaz Breizh : Janedig-Flamm (4)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).
Janedig-Flamm a c’hoarzhe,
’Toull he frenestr, ar mintin-se,
War ar maez p’he defe sellet,
O welet ar c’hamp distrujet,
Ha moged eus an dinelloù,
Luduet-holl e bernigoù.
Ha Janedig-Flamm a c’hoarzhe :
– Pebezh marradeg, ma Doue !
Ma Doue ! pebezh marradeg !
Evit ur greun ni hor bo dek !
Gwir a lared amzer gwechall :
« N’eus netra koulz hag eskern gall,
Koulz hag eskern Gall bruzunet,
Da lakaat da sevel an ed. » –