Barzhaz Breizh : Janedig-Flamm (3)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Re Bro-C’hall laouen a gane,
Ouzh an daol azezet neuze ;

Gwasket en o zinellou kloz,    [K klouz] 
Re Bro-C’hall a gane en noz*.    [K nouz] 

’Vel ma gleved, pell ac’hano,
Ur vouezh espar o tiskano :

« Meur a hini a c’hoarzh henoazh,
A ouelo kent a-benn warc’hoazh ;

« Meur a hini ’zebr bara gwenn,
A zebro douar du ha yen.

« Meur a hini a skuilh gwin ruz,
A skuilho bremaik gwad druz.

« Meur a hini a rey ludu,
A c’hoari ’vat e zen diouzhtu. »

Meur a hini ’stoue e dal
War bordig an daol, mezv dal,

Ha pa oa laosket ur glemmvan
– An tan ! paotred, an tan ! an tan !

An tan ! an tan ! tec’homp, paotred !
Janedig-Flamm ’deus hel laket ! –

Janedig-Flamm zo an taerañ
A zo en douar, a gredan ;

Laket he doa Janedig-Flamm
An tan e pevar korn ar c’hamp ;

Ken a oa ar flammoù gwentet,
Hag an noz du sklêrijennet ;

Koulz hag an dinelloù devet,
Koulz hag ar C’hallaoued rostet,

Ha tri mil an’e luduet,
Ha nemet kant ne oa chomet.

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix