Barzhaz Breizh : Janedig-Flamm (2)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Pa oa an dukez war vale,
Ar c’hleier e kêr a vralle ;

Pa oa war he palefarzh gwenn,
Ganti he mab war he barlenn ;

Pa oa an dukez o vale
Ar re Henbont holl a youe :

– Doue ’s’kour* ar mab hag ar vamm,    [sikour] 
Ha ro d’ar C’hallaoued estlamm ! –

Pa oa ar bale achuet,
Ar re Bro-C’hall a oa klevet :

– Paket ’vo bremañ en o c’hev,
An heizez hag he c’harvig bev,

Karkanioù aour zo evite,
D’o stagañ ’n eil deus egile. –

Janedig-Flamm a responte,
Dimeus beg an tourell, neuze :

– N’eo ket an heizez ’vo paket,
Ar c’hozh bleiz ne lavaran ket.

Ma en deus henoazh anoued,
E doull dezhañ a vo tommet. –

’Oa ket peurlavaret he ger,
Pa oa deut d’an traoñ, hag hi taer ;

Hag ur c’horfkenn*-houarn a wiskas,    [korfelezh] 
Hag un tog houarn du a lakaas ;

Hag ur gleñv dir lemm a dapas,
Ha tri c’hant den a zibabas,

Hag ur skod tan ruz en he dorn,
A ez ’maez ar gêr dre ur c’horn.

Livre

Barzhaz Breizh : Janedig-Flamm (2)

Barzhaz Breizh

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix