Barzhaz Breizh : Filhorez an Aotroù Gwesklen (5)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

    V

Ha Rogerson a c’houlenne
Gant e floc’h, ur pennad goude :

– Pelec’h e chom Marc’harid ’ta,
Pa na zeu ket en-dro amañ ? –

– Er gegin e oa, n’eus ket pell,
En he dornig gwenn ur gontell ;

Hag hi a gomze evel-se :
« Petra ’rin, Jezuz, ma Doue ?

» Ma Doue, din-me livirit*,    [T leveret] 
Pe am lazhin, pe na rin ket ?

» En abeg deoc’h, Gwerc’hez Vari,
Me a varvo gwerc’hez, hep si. »

’Mañ hi bremañ war he genoù,
Gwad dindani a-boulladoù ;

Ar gontell vras en he c’halon,
Hag o c’hervel he zad paeron :

« An aotroù Gwesklen, va faeron,
Hennezh a daero evidon ! » –

– Va floc’hig mat, na lavar ger ;
Deus d’he drailhañ din ’n ur paner,

Ha me ’yelo d’he c’has d’ar stêr,
Warc’hoazh da gan an alc’hweder. –

En distro dimeus an dour-red,
He zad paeron en deus kavet,

Kavet ’neus an aotroù Gwesklen,
Hag eñ ken glas evel triñchenn*.    [triñchon] 

– Rogerson, din-me livirit*,    [T leveret] 
Gant ho paner pelec’h ’oc’h bet ? –

– Bet ’on bet tu-mañ trema ’r stêr,
Da veu’iñ un nebeud kizhier. –

– Ned eo ket da veu’iñ kizhier
Emañ ar gwad deus ho paner !

Aotroù ar Saoz, din livirit*,    [T leveret] 
Marc’haridig ’peus ket gwelet ? –

– Marc’haridig n’am eus ket gwelet
Abaoe pardon Sant Served. –

– Gaou a leverez, treitour,
Rak t’ec’h eus hi lazhet neizhour !

Dizenor d’an noblañs a rez,
Kerkoulz ha d’ar varc’hegiezh. –

Rogerson, pa ’neus hen klevet,
E gleze en deus diouinet.

– Bremaik e weli, ’michañs,
Mar ran dizenor d’an noblañs ;

Bremaik, gwaz, e weli aes
Mar ’maon kuit a varc’hegiezh.

Hore ! hore ! kuit a druez !
En em ward-te ! mar ’maout dibres ! –

– Dibres ’on bet, ha dibres ’on
Da c’hoari gant tud a galon ;

C’hoari a rin hag em eus graet,
Na ran gant lazherien merc’hed ;

E pelec’h bennak m’o c’havan,
Evel kon* holl o dispennan. –    [chas] 

Kerkent evel m’en deus lâret,
E gleze bras ’neus gorroet ;

Ha war benn ar Saoz en deus skoet,
Ha daou hanter outañ ’neus graet.

Livre

Barzhaz Breizh : Filhorez an Aotroù Gwesklen (5)

Barzhaz Breizh

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix