Barzhaz Breizh : Droug-hirnezh (an)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

An eorioù zo savet, setu ar flik-ha-flok ;
Kreñvaat ’ra an avel, mont a reomp kaer a-raok ;
Stennañ ’reer ar gouelioù, an douar a bella :
Va c’halon, siwazh din ! ne ra ’met huanadañ.

Kenavo neb am c’har em parrez* tro-war-dro ;    [sic] 
Kenavo, dousig paour, Linaig, kenavo,
Ar c’himiad-mañ ’ran dit, kent evit da guitaat,
Marteze, siwazh din, da viken, evit mat.

’Vel un evnig lammet gant ur sparfell, er c’hoad,
Deus a gichen he far pa oant d’en em barat,
’Meus ket kalz a amzer da soñjal da’m glac’har,
Ken buan am lammer digant an neb am c’har.

Evel un oan a zen, pelleet deus he vamm,
N’ehanan da ouelañ, da deur’l klemmoù estlamm ;
Ma daoulagad bepred troet ’trezek ar plas
E-lec’h ’out-te chomet, va mignonezig vras.

Pelloc’h va daoulagad na weljont* nemet mor,    [evit na welint] 
A gren a-zindanon, a lamm hag a zigor ;
Ha pa’z an da soñjal ’mañ achuet ganin,    [K gane] 
Ha me e goueled mor, em strinkañ ’ra d’an neñv.

Pa zeuis tre el lestr va estlamm a oa bras
Gwelet ur seurt kastell o vrallañ war mor glas ;
Pevar-ugent kanol, daou-ugent a bep tu,
O c’horf brizhet e gwenn livet gant livaj du ;

An aod evel ur c’helc’h, en-dro, pell diouzhin*,    [K diouzhen] 
O rannañ en daou du ar mor bras hag an neñv,
Ha begig ar gwernioù, uheloc’h deus an dour
Ha n’eo deus ar vered beg an uhelañ tour.

Gwel’t hoc’h eus war ar roz en-dro d’ar raden glas,
O deus skoulmoù a-walc’h koulz a-hed hag e kroaz,
En-dro d’ur wern ez eus liesoc’h a funienn
Evit a neudenn ’zo en-dro d’ar radenenn.

Allaz ! ar Vretoned zo leun a velkoni !
Me’velliñ* ’ra va fenn, ne c’hallan soñjal mui.    [evit mezevelliñ] 
Va c’halon a zigor ; ’n aner ’ran ar son-mañ ;
Marteze, siwazh din ! n’em c’hlevfot he c’hanañ !

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix