Barzhaz Breizh : Bugel lec’hiet (ar)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Mari goant a zo keuziet ;
He Loig ker he deus kollet ;
Gant ar Gorrigan emañ aet.

– Pa’z is da vid* dour d’ar stiv,    [puñsat] 
Va Loig ’lezis er c’havell ;
Pa zeuis d’ar gêr eñ oa pell ;

Al loen-mañ en e lec’h laket,
E veg ken du hag un touseg,
A graf*, a beg, hep ger ebet ;    [gravign]

Ha bronn bepred ’mañ ’klask kaouet*,    [kaout] 
Hag en e seizh vloaz emañ aet
C’hoazh n’emañ ket c’hoazh dizonet.

Gwerc’hez Vari, war ho tron erc’h,
Gant ho krouadur ’tre ho tivrec’h,
E levenez ’maoc’h, me en nec’h.

Ho mabig sakr c’hwi a viras*,    [K vires] 
Me ma hini me a gollas*.    [K golles] 
Truez ouzhin mamm a druez !

– Ma merc’h, ma merc’h, na nec’hit ket !
Ho Loig ned eo ket kollet,
Ho Loig ker a vo kavet.

Neb ’ra van virv’ e glorenn* vi    [kogenn] 
Evit dek gounideg un ti,
A lak ar c’horrig da bre’giñ*.    [prezegiñ] 

Pa ’neus prezeget flemm eñ, flemm !
Pa eo bet flemmet kent, a glemm ;
Pa eo klevet, e lamer lemm. –

– Petra ’rit-hu aze, va mamm ?
’Lavare ar c’horr gant estlamm,
Petra ’rit-hu aze, va mamm ? –

– Petra ’ran amañ va mab-me* ?    [K mi] 
Birvi a ran er bluskenn-vi,
’Vit an dek gounideg va zi. –

– ’Vit dek, mamm ger, en ur bluskenn !
’Gwelis vi kent gwelet yar wenn,
’Gwelis mez kent gwelet gwezenn.

’Gwelis mez ha ’gwelis gwial,
’Gwelis dervenn e koad Breizh all,
Biskoazh na welis kement all. –

– Re draoù a welas-te, va mab ;
Da flap ! da flip ! da flip ! da flap !
Da flip ! paotr kozh ! ha ! me da grap ! –

– ’Sko ket gantañ, lez-eñ gani[n] ;
Na ran-me droug da da hini,
Ma brenn er bro-ni ganeomp-ni. –

Mari d’ar gêr pa zistroas,
He bugel kousket a welas
En e gavell, ha sioul-aes*.    [K eas] 

Hag outañ ken kaer pa selle,
Ha da voket de’añ pa ae,
E zaoulagad a zigore.

En e gavazez* ’n em save,    [en e goazez] 
E zivrec’hig de’i ’astenne :
– Gwall-bell ’on bet kousket, mamm-le* ! –    [interjection] 

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix