Barzhaz Breizh : Merzhin – Merzhin barzh (6)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Merzhin Barzh, a-beban e teu’z,
Toullet da zilhad treuz-didreuz ?

Da belec’h ’ez-te evel-henn ?
Diskabell-kaer ha diarc’hen.

Da belec’h ’ez-te evel-henn,
Merzhin gozh, gant da vazh kelenn ?

– Mont a ran da glask ma delenn,
Frealz am c’halon er bed-mañ* ;    [K -men] 

Klask ma delenn ha ma bizoù*    [K bizaou] 
Pere am eus kollet o daou. –

– Merzhin, Merzhin, na c’h-afet ket,
Ho telenn ned eo ket kollet ;

Ho telenn ned eo ket kollet,
Nag ho pizoù aour kennebeut*.    [K benneubet] 

Deu’t tre en ti, deu’t tre. Merzhin,
Da zebriñ un tamm boued ganin. –

– Mont gant ma hent na zalein,
Na tamm boued ebet na zebrin,

Na zebrin tamm boued war ar bed,
Ken n’am bo ma delenn kavet. –

– Merzhin ! Merzhin ! ouzhin sentit* ;    [K sentet] 
Ho telenn a vezo kavet. –

Kement ’mañ bet pedet ganti,
Kement emañ deut tre en ti.

Ken a zegouezhas, d’abardaez,
Mabig ar c’hwrac’h gozh ; hag eñ tre ;

Hag eñ da zridal spontet-bras,
En-dro d’an oaled pa sellas ;

O welet Merzhin barzh kludet,
E benn war e galon stouet,

Oc’h e welet war an oaled,
N’ouie doare pelec’h tec’het.

– Tavit, ma mab, na spontit ket,
Gant ar morgousk emañ dalc’het ;

Lonket en deus tri aval ruz
Am eus poazet de’añ el ludu ;

Lonket en deus ma avaloù ;
Setu eñ d’hon heul e pep bro*. –    [K brou] 

Livre

Barzhaz Breizh : Merzhin – Merzhin barzh (6)

Barzhaz Breizh

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix