Barzhaz Breizh : Filhorez an Aotroù Gwesklen (4)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

    IV

Pa eo ar plac’h e-biou an doz*    [douvez] 
Oa an aotroù oc’h he gortoz.

Oc’h he gortoz e-tal ar pont,
Ken a lammas-hi gant ar spont,

Gant ar spont p’he deus her gwelet,
Hag he fodad laezh oa skuilhet.

Ar plac’hig paour, ’dal ma welas,
Da ouelañ druz en em lakaas :

– Tavit, ma c’hoar, na ouelit ket,
Ur podad all a vo kavet ;

Tostait, ha deomp-ni da leinañ,
Keit ha ma vezor d’e aozañ. –

– Aotroù kaer, ho trugarekaat,
Leinet am eus, ha leinet mat. –

– Na deu’t-hu neuze d’ar jardin,
Deu’t-hu da gutuilh louzoù fin ;

Deu’t da gutuilh ur garlantez,
Da lakaat war ho podad laezh. –

– Na zougan ket a vokedoù,
Evit ar bloaz am eus kañvoù. –

– Deu’t-hu neuze d’al liorzhoù*,    [liorzhaoù] 
Deu’t da zebriñ sivi ruz-glaou. –

– Da zebriñ sivi na in ket ;
Dindan an delioù zo naered.

Me ’glev ar you er varradeg ;
Hi a lavar ’on lezirek.

Hi a c’houl pelec’h ’on chomet
Gant va fodadig laezh kaoulet. –

– Bremaik, c’hwi a yelo ’maez ;
Pa vo pare ho podad laezh.

Marc’haridig, ’meer war e lerc’h ;
Deomp-ni da welet d’al laezh-lec’h. –

Tre ’barzh ar c’hastell pa int eet,
Ar plac’hig he deus dridalet.

Ar plac’hig paour ken gwenn hag erc’h,
Pa frammas an nor war he lerc’h.

– Va c’haredig, na spontit ket,
Me na rin deoc’h-hu gaou ebet. –

– Ma na gofiit* ket ober gaou,    [evit gofesit ?] 
Perak a zeut-hu da cheñch liv. –

– Mar da cheñch liv eo a an,
Gant riv ar beure eo a ran. –

– Gar ar riv, aotroù, ned eo ket,
Gant ar gwall youl eo a c’hlazit*. –    [T c’hlazet] 

– Serrit ho peg, plac’hig diot !
Deu’t er frouezh-kel da zibab lod. –

Tre ’barzh ar frouezh-kel pa int eet,
Un aval he deus dibabet :

– Aotroù Rogerson, me ho ped,
Ur gontell din-me a refet* ;    [rofet] 

Ur gontell a refet din-men*,    [din-me] 
Evit rac’hañ* ma avalenn. –    [riziat] 

– Mard eo ur gontell a c’houlit*,    [T c’houlet] 
It d’ar gegin hag e kevfet,

War an daol zerv eo laket,
’Vit ar beure ’mañ blerumet. –

Marc’haridig a lavare
D’ar c’heginour kozh, pa eas tre :

– Plijit ganeoc’h, keginour kaezh,
Da’m lakaat kuit, da’m lakaat ’maez ! –

– Allaz ! ma merc’h, ne c’hallan ket,
Pont ar c’hastell a zo savet ! –

– Ma c’houfe ar penn-grec’h-leon
Emaon dalc’het gant Rogerson ;

Ma c’houfe va zad-paeron mat,
Hel lakafe da redek gwad. –

Livre

Barzhaz Breizh : Filhorez an Aotroù Gwesklen (4)

Barzhaz Breizh

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix