Barzhaz Breizh : Alarc’h (an)
* Nous avons modernisé l’orthographe selon le standard peurunvan, mais nous avons respecté les tournures d’origine (et notamment les mutations et les particules verbales).

Un alarc’h, un alarc’h tramor,
War lein tour moal kastell Arvor !

Din, din, daon ! d’an emgann ! d’an emgann !
O ! din, din, daon ! d’an emgann a an !

Neventi vat d’ar Vretoned !
Ha malloz-ruz d’ar C’hallaoued !

Din, din, daon ! d’an emgann ! d’an emgann !
O ! din, din, daon ! d’an emgann a an !

Erru ul lestr, e pleg ar mor,
E ouelioù gwenn gantañ digor ;

Degou’et an aotroù Yann en-dro,
Degou’et eo da ziwall e vro ;

D’hon diwall diouzh ar C’hallaoued,
A vac’hont war ar Vretoned.

Ken a laosker ur youadenn,
A ra d’an aod ur grenadenn ;

Ken a son ar menezioù Laz ;
Ha ’froen ha ’drid ar gazeg c’hlas ;

Ken a gan laouen ar c’hleier,
Kant lev tro-war-dro, e pep kêr,

Deut eo an heol, deut eo an hañv ;
Deut eo en-dro an aotroù Yann !

An aotroù Yann a zo paotr mat ;
Ken prim e droad hag e lagad.

Laezh ur Vreizhadez a sunas*,    [K sunos] 
Ul laezh ken yac’h evel gwin kozh.

Luc’h a daol e c’hoaf pa ’n horell,
Ken a vrumenn an neb a sell.

Pa c’hoari kleñv*, ken kreñv e zarc’h,    [kleze] 
Ken a zaouhanter den ha marc’h.

– Darc’h ato, dalc’h mat, aotroù duk,
Dao warne ! ai ’ta ! buk o ! buk !

Neb a droc’h ’vel a droc’hez-te,
N’en deus aotroù nemet Doue !

Dalc’homp, Bretoned, dalc’homp mat !
Arsav na truez ! gwad ouzh gwad !

Itron Varia Breizh, skoazh da vro !
Fest erbedenner, fest a vo !

Darev ar foenn ; piv a falc’ho ?
Darev an ed ; piv a vedo ?

Ar foenn, an ed, piv o fako ?
Ar roue ’gav gantañ ’raio.

Dont a ray a-benn ur gaouad,
Ganbt ur falc’h arc’hant da falc’hat ;

Gant ur falc’h arc’hant er bro-ni,
Ha fant ur falz aour da vediñ.

Mar plije gant ar C’hallaoued
Daoust hag int monk ar Vretoned ?

Mar plije gant ’n aotroù roue
Daoust hag eñ eo den pe Zoue ?

Skrignañ ’ra bleizi Breizh-Izel
O klevet embann ar brezel,

O klevet ar you, a yudont :
Gant c’hwezh ar C’hallaoued a reont.

En hentoù, e-berr a welor*    [K welour] 
O redek ar gwad evel dour,

Ken ’yey ruz-glaou brusk an houidi,
Hag ar wazi gwenn o neuñviñ.

Muioc’h a dammoù goaf, e sklent*,    [a sklent] 
Eget skoultroù goude barr-went ;

Ha muioc’h a bennoù marv
Eget e karnelioù ar vro.

Paotred Gall, e-lec’h ma koue’int,
Betek deiz ar varn a c’hourv’int ;

Betek deiz ar varn hag ar fust
Gant an Trubard a ren ar rouestl*.    [K rustl] 

An diveradur eus ar gwez,
’Ray dour benniget war e vez !

Din, din, daon ! d’an emgann ! d’an emgann !
O ! din, din, daon ! d’an emgann a an !

association Daskor Breizh
06.11.32.35.32.
36, rue Basse,
29600 Morlaix