Klemmoù ar prizoniet
da’m breur prizoniet
war don Combien j’ai douce souvenance
Evnig bihan a gan ken laouen,
Noz ha beure, en-dro da’m lojenn ;
Hirie da’z tro, selaou klemmoù
Ma zelenn ;
A denn askell, te o c’haso
Da’m bro.
Me a zo ur paourkaezh prizoniet,
Dre ar brezel, a Frañs harluet,
Soudard Breizhad, diouzh e zever
Diframmet ;
War ma div skoaz yev ur gwasker
Pounner.
E bro estren eo rust ar vuhez
Hag al lezenn garv ha didruez ;
Pep tra a lesk hag a hual
Ma ene,
Sklêrder an heol a lak teñval
Ma zal...
Frankiz, frankiz, ger meuleudius,
Teñzor dispar ar vuhez peoc’hus,
Na pegoulz c’hoazh, e c’hallin-me,
Evurus,
Tañva ganit joa, karantez,
Noz-deiz ?
O Breizh-Izel, bro muiañ karet !
Dit e tenn ma c’halon glac’haret,
Dit ma spered, gwennidellig
Forbanet,
Bemdez, bemnoz, a nij sioulik,
Sioulik !
Hag ec’h adbevan, em bro Gerne,
C’hwezh ar balan, aer vat ar menez,
Binioù sklentin, kan alc’hweder,
Heol-veure,
Tonioù lirzhin, o nijal sklêr
En aer !
Me a wel, em zraoniennig peoc’hus,
Ma zi glas, ma zud karantezus ;
Mignoned deut da’m saludiñ
Niverus,
Dre-holl eurvad, c’hoarzh, kaniri,
Dudi !
Siwazh ! soñj poanius ar wirionez
A deu prestik, ’vel un taol kleze,
Da derriñ, krenn, kerdenigoù
Ma huñvre,
Ha da greskiñ samm ma foanioù
Garv.
Doue, c’hwi ’glev hirvoud ma c’halon,
Plijit diskar harzoù ma frizon
Ha reiñ d’ar Frañs, gant Feiz gristen
Ha pardon,
Heol ur Viktor, na vougo ken
Biken !