Kimiad

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 13/02/1916
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

                                            Evidout Liza !

Dudi ar gozh-amzer a wiske ar maezioù :
Ur voubouenn dener ha leun a huñvreoù,
’N un dremen luskellus en del o veleniñ,
A daole er sioulder ur son a velkoni...
An heol, a-raok diskenn e donder an nozioù,
A chome da dridal war gribenn ar rozioù
Ha, lorc’hus gant e sked, a lede diseblant
E skeudenn alaouret war ar blaenenn arc’hant.

’N ur waflennig dispar kurunet a goadoù
’Oant o kerzhet sioulik, kollet en o soñjoù.
Goude mizioù a boan e-kreiz tan ar brezel
E oa deut ur wech c’hoazh da welet Breizh-Izel.
Nag e tle bezañ c’hwek buhez peoc’hus ar vro
War-lerc’h bezañ bevet keit all gant ar marv.
Allaz : buan, buan ’vel ma tec’h an eurvad,
An amzer oa nijet... Arru koulz ar c’himiad,
E c’houl’e diganti ’vit distan e grizder,
Ur ger a c’hortoze ab’oe pell zo amzer.

« O perak, emezañ, bezañ ken didruez,
Pan c’hallfec’h gant ur gomz alaouriñ va buhez ?
Ar poanioù spouronus am eus c’hoazh da c’houzañv,
Lodennet gant ho soñj, a vefe poanioù skañv ;
Ha, goude an distro, dinec’h ni a ganfe,
E bro goant hon c’havell, sonioù a garantez...
Na lezit ket, m’ho ped, ma c’halon da vervel
Evel an delioù-se suilhet gant an avel ! »
Liza, he sell pleget, a chome dilavar,
Poaniet ha dic’halloud da zistan e c’hlac’har.

Hogen komz a ranke « Mignon, na soñjit ket
Pegement e karfen ho kuitaat frealzet.
Me ’sant ez eo leal ha gwirion ho komzoù,
Met disheñvel, da’m soñj, eo hon gwenodennoù...
Perak gant komzoù vaen gwrizienniñ un huñvre
Ha na deufe biken da vezañ gwirionez ?
Kalon an den, mignon, a fazi alies,
Ha louzoù an amzer a bare pep enkrez. »

An heol a oa bremañ kuzhet ’drek an dosenn
Hag ur vorenn c’hlas-mouk a garge an draonienn ;
Melkoni ar serr-noz hag e huñvredigezh
A greske en o c’hreiz pouez an dristidigezh.
Poent e oa kimiadiñ. « Kenavo deoc’h eta,
A lavaras souden ur vouezh dous o krenañ,
Kenavo hag eurvad !... Disparti a so start,
Met me ’glev mouezh ar vro o c’hervel he soudard.
’N he servij, a-raok pell, dorn sklaset ar marv
A deuio marteze da sec’hañ ma daeroù ;
Hag, un deiz, piv a oar ? gant un amzer heñvel,
Pa gouezho ar serr-noz war goadoù Breizh-Izel,
Eñvor ma c’harantez birvidik ha gwirion,
O tont, evel fenoz, da skeiñ war ho kalon,
E kasfet, marteze, gant un huanadenn,
D’an hini ho karas ur soñj hag ur bedenn. »
Ha, goude ur pennad, pa na responte gir*    [ger] 
Soudard Breizh, o treiñ kein, a lamm war e varc’h dir.

Hep fiñval eus e lec’h, Lizaig gant he sell
A heuilhas er vrun-noz he mignon o tec’hel,
O tec’hel... o kuzhat e korn-pleg an distro,
O redek, marteze, da glask taol ar marv !
Hag er waflenn didrouz o tistreiñ hec’h-unan,
O selaou ar wazhig ouzh he zreid o vouskan,
Dindan ar c’hoadoù bras a skuilhe daeroù aour,
War an noz hirvoudus evel he c’halon baour,
Dinerzh ha bruzunet gant un anken re vras,
Daeroù ar plac’hig kaezh distanket a ruilhas...

Tec’het ez eo eta ! Biken ken marteze
Ne welo ar c’huzh-heol en dremmwel a gare...
Tec’get eo hep frealz, hep an elvenn a spi
A lakje en e greiz nerzh-kalon ha dudi,
Ha, tra ma ruilh du-hont e huñvroù poanius,
Amañ hi a hirvoud hag a ouel ankenius.
Perak n’hall ket eta, p’en deo gwir he deus c’hoant,
Lakaat evurusted e lec’h o nec’hamant ?
Na perak na c’houl’ ket selaou mouezh he c’halon
A lavar goustadik « Me ho kar, o mignon ! »
Iskizder ar vuhez ! biskoazh, eme’i, m’her gwel,
N’ho poa bet trubuilhet ma c’halon a vugel ;
Heizezig dibreder, n’anaven er bed-mañ
Nemet ur reolenn : huñvreal ha kanañ !
Daoust ha deut eo ar c’houlz ma rankin me ivez
Kutuilh war ar spern-gwenn bleunioù ar garantez ?
Ha n’hellin ket, siwazh, disilh o delioù flour
Hep breviñ ma daouarn gant ar pikoù treitour !

– O Doue galloudus, sturier a vadelezh !
C’hwi eo a ren pep tra ’barzh ar Grouadelezh ;
Ho torn karantezus hag a verkas o hent
D’an astroù lugernus ’dreuz d’an oabloù divent
En deus roet he lec’h ha kontet he deizioù
D’ar valafenn dener a nij war ar bleunioù.
Diganeoc’h, ma Doue, e teuy din sklêrijenn ;
C’hwi a lamo pep skoilh diwar ma gwenodenn !
– Ha, ’n ur bedenn a feiz, he sell ouzh an Neñvoù,
Turzhunellig Kerne a sec’has he daeroù...