Huñvre ar Barzh

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 04/06/1916
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

    d’ar Yeodet gant anaoudegezh vat

    war don Gwennili tremeniad

Pell, pell a Vreizh-Izel,
War un dachenn vrezel
    Beuzet a c’hlac’har,
Ur serr-noz a viz mae
Goustadik a gouezhe,
    Didrouz ha klouar.

Dirak peoc’h an neñvoù
Kanaouenn an Ankoù
    Mezhek a dave,
Ha spered ar Barzhig,
Da heul kan an eostig,
    Laouen a save.

Pet gwech d’an nozioù mae
Dre vaezioù Bro-Gerne
    N’en deus ket kanet,
O kutuilh war ar glizh
« Bleunioù e Youankiz »
    ’Vit ar Vretoned !

Dindan ar c’hoadoù glas,
Pe war ribl ar mor bras
    C’hwekat da eñvor !
O selaou ar wagenn
O trouzal dianken
    War draezh an Arvor.

Nag a redadennoù,
Gouelioù ha pardonioù ;
    Plijadur a-leizh...
Nag a had kinniget
Hag a eost dastumet
    E speredoù Breizh !

Amzer garantezus,
Gizioù fur ha doujus,
    Buhez dibreder !
Evel bokidi hañv,
Dre-holl kolonoù skañv
    O vleuniañ seder...

Siwazh ! o follentez !
Avel ar fallentez
    Hag ar gasoni
War ar bed strafuilhet
He deus dichadennet
    Gwalenn a gastiz !

O ma Breizh didamall,
Me ’wel ’us da Vro-C’hall
    Banniel da frankiz,
’N e blegioù leun a c’hloar
Ur c’hlizhenn a c’hlac’har :
    Gwad ma c’henvroiz !

Hag, e selloù kollet
En oabl steredennet
    War-zu tron Doue,
Pedenn barzh Arvorig
A savas birvidik
    Da c’houlenn truez.

    ***

O telennour Kerne !
War aezhenn ar menez
    Ma mouezhig dister
Betek harzoù Bro-Frañs
A gas deoc’h gant doujañs
    Mennozh ho Pro ger.

He gloar hag he anv
Zo nijet da bell vro
    War vrud ho telenn ;
Hon trugarez wellañ
E vo deoc’h, a gredan,
    Mennad ur bedenn.

Ra blijo gant Doue
Ho tegas hepdale
    D’ho maezioù peoc’hus,
Da gutuilh hep niver
Bleunioù roz, lili sklêr
    ’Vit aoter Jezuz !

Ha goude an distro,
Ra vo c’hoazh en hon Bro
    Sioulder, buhez reizh,
Reolenn pep hini
Renet ’vel hoc’h hini
    Gant DOUE ha BREIZH !