Dre ar serr-noz
war don : le soleil monte à l’horizon (Bourgault-Ducoudray)
An noz a gouezh, a c’hlaz a son
En traoniennoù pellañ,
Monaig dre an hentoù don
A gerzh en ur ouelañ.
Tec’hel a ra ’vel ur skeudenn
Er sioulder moredus,
Poaniusoc’h ’vit ar goumoulenn
En oabloù huñvreüs.
Pa ziskenn a-hed ar spern-gwenn,
Balafenn dianav,
Ar geot tener a sav o fenn
Hag an eostig a dav.
Heklev ar saonenn hag ar roz
A respont d’he c’hlemmoù
Ha war he hent, leun a c’hlizh-noz,
Ar bleuñv a skuilh daeroù.
Deredet eo hep goût d’an dud,
Evnig hep divaskell,
Er maezioù don pell eus ar vrud,
Da selaou an avel.
An aezhenn flour a c’hwezh sioulik
Aze, er balan glas,
He deus luskellet ur vagig
Du-hont war ar mor bras.
Ur vagig skañv, splann he gouelioù
War ar morioù tec’het,
O lezel e bro ar c’hoadoù
Ur galonig nec’het.
Distan’ a rae pouez he glac’har
O soñjal en distro
P’emañ deut ar c’heloù digar :
– Yannig a zo marv !
Ar mor houlennus ha diroll
’N eus lonket ’n [e] fulor,
E-kreiz yud gouez an avel foll
Martolod an Arvor !
Evel un hirvoud a anken,
Dirak he nec’hamant
Un hirisadenn a dremen
’Barzh an elv arc’hant.
O, nag eo poanius ar serr-noz
D’ur galon en anken,
Pa sav dimeus an dervenn gozh
Mouezh klemmus ar gaouenn !
War liñsel gañvus an neñvoù
Al loar zo dispaket,
Ha d’an douar, hanter-varv,
Monig a zo semplet.
Doue, c’hwi ’ro heol ar beure
D’ar vleunienn dinerzhet ;
Frealzit, en ho karantez,
Ar goulmig glac’haret.