Devezh a spi

Genre
Poésie
Langue
Breton
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Kroaz ar Vretoned, 19/03/1916
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Ne oa ket c’hoazh bleuniet voulouz gwer ar pradoù,
Ne oa ket blañsonet* kurunenn ar c’hoadoù ;    [plañsonet] 
Met un heolig klouar, un aezhenn flour ha skañv
A lede war ar bed un damskeud eus an hañv.

An oabl, hep bezañ glas, a oa lugernusoc’h,
Hiboud ar wazhig-dour a save sklentinoc’h ;
Ha, du-hont er brouskoad, ur voualc’hig amguzhet
A boanie da dapout he sonioù dilezet...

    ***

O labousig tener, ma ouifes pegen koant,
Pegen kaer eo da vouezh ’us d’ar blaenenn arc’hant,
Ma ouifes an awen a zilez em ene
Dirak maezioù ma Breizh o tistreiñ d’ar vuhez !

Kan eta hep paouez ! Ha, pa darzho ar bleuñv,
Pa lintro gant miz Mae ar spern-gwenn war ar c’hleun,
Me a gavo ganit, e sioulder ar serr-noz,
Kuñvder ar peoc’h dinec’h ez omp keit o c’hortoz...

    ***

O perak n’hellan ket ’veldout, evnig dispar,
Sevel a denn-askell pell-pell diouzh an douar,
Ha dre an oabloù skañv leuniet a beoc’h gwirion
Kanañ hep nec’hamant pezh a sant ma c’halon ?

Eno, heol dudius, freskadur, evrusted !...
D’an traoù tourni-brezel, gouelvan ha poan spered,
Tud faezh o klask tizhout morenn al levenez
A skub bepred ’n o raok avel ar vuhegezh.

    ***

Met, perak eñvoriñ huñvreoù ken iskis ?
Mard eo c’hwerv ar vuhez, bezañ ’devo he friz !
Da c’hortoz, e pep stumm, nag a vann-plijadur
A zegas ’n e harlu ar Mestr d’e grouadur !

Son evnig ! Heol seder ! Diougan ar bleunioù !
Meurzh a c’hell espern deomp lazhad e vorzholioù,
Ne zistrujo biken an eñvor leun a sked
Eus ar pok kevanus ho peus roet d’ar bed.

Eur frealzus a spi ! ankenioù ha spouron
A c’hall dont a-nevez da waskañ ma c’halon,
Ken dous ha glizh an noz war geot tener ar prad,
Da soñj am c’hennerzho da c’hortoz an Eurvad !