Bloavezh mat

Genre
Poetry
Language
Breton
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Kroaz ar Vretoned, 05/01/1913
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

’Vel ur goabrenn drouk-livet
Dirak an heol beure,
Ar bloaz kozh a zo tec’het
Dirak ar bloaz nevez.

E noz teñval an amzer
O kouezhañ ’vit biken,
Eus hon buhegezh dister
Pep bloaz zo ur skeudenn.

’Veltañ e ruilhomp bemdez
’Trezek hon bez digor,
An eil war-lerc’h egile,
’Vel gwagennoù ar mor...

Met, perak ’ta e ledan
Ur vorenn koumoulus
War dremm ar bloaz yaouank-mañ
Ken sart ha ken lintrus ?

Ne ginnig ’met donezon,
Bleuñv e-leizh ha dudi ;
Strinkañ ’ra war bep kalon
Ur c’hlizhenn leun a spi.

Greomp eta gouel dezhañ :
C’hoarzhin a ra ouzhomp ;
Goul’omp eurvad digantañ
’Vit ar re a garomp.

– O bloaz nevez ken karet,
Lârit din goustadik
Peseurt bleunioù a viret*    [virit] 
Da’m bro ger Arvorig.

Gant ur sell a garantez,
Taolit de’i, me ho ped,
Bleunioù leun a drugarez,
Bleuñv an Evurusted !

Met, dreist-holl, dalc’hit da ren
Ha mirit gwerc’h ’n hon c’hreiz
Bod lili ar Feiz gristen,
A-viskoazh splann e Breizh.