Livre I, fable XII

       Ar wezenn-derv a gomzas evel-henn,
                    Un deiz ouzh ar bennduenn4 :
Lec’h hoc’h eus, a gav din, da damall ho krouer ;
Laouenan evidoc’h a zo ur bec’h pounner ;
Disterañ lomm avel a laka fas an dour
                    Kement lâret n’eo ket flour,
          Ho kontragn da stouet ho kein ;
          Ha me, ken ferm evel ar vein :
Ouzhpenn, dimeus an heol e harzan an tommder ;
          Ne ran van rak nep gwall amzer.
          Aezhenn evidoc’h zo tourmant ;
          Tourmant, din, aezhenn a seblant.
Ha c’hoazh, ma vijec’h deut amañ, er waskedenn
          A ren em c’hichen tro-war-dro,
                    Hir ha ledan war ar bro,
          Diouzh an arnev ho tiwallfen :
Met ne weler nemeur ac’hanoc’h o sevel
Nemet war bordoù leizh eus a vro an avel.
An natur a zo bet en hoc’h andred kriz-bras.
          Ar bennduenn a respontas :
Ho truez em andred, dimeus ho kalon vat,
(Ha va bennozh ganeoc’h), a zo ur merk anat ;
Met bezit disoursi : an avel evidoc’h
          Mui ’get din zo drougeabloc’h ;
          Me a bleg, met ne dorran ket.
          Betek-henn, c’hwi hoc’h eus [g]allet
          Ouzh an arnev hag e arraj
          Herpel kalet hep kaout domaj ;
                    Met chomomp betek an noz.
          Ne oa ket achu mat e c’haoz,
                    Setu o tont a-benn-herr
       Terruplañ mab, pounnerañ barr-amzer
A oe ganet biskoazh e korn ar gwalarn-ster.5
          Ar wezenn-derv a harpas krenn,
          Ar gorzenn a blegas he fenn.
          An avel a bouez muioc’h-mui,
       Kement ha ma tisplantas an hini
A behini ar beg a tizhe ouzh al loar
Hag a blante e lost e kalon an douar.


4 ar gorz

5 Gwalarn, dans le langage des marins du Conquet, est le nord-ouest ; gwalarn-ster, le nord-nord-ouest [Pierre-Désiré de Goësbriand].