Livre I, fable IX

Razh-kêr a reas ar bedenn
D’e vreur o chom war ar maez
Da zebriñ gantañ frikadenn
Kilbenniet asambles.

War un tapis soubl ha skedus
Ar friko oe servijet.
Komprenit na pegen joaüs
Oa ar c’houblad mignoned.

Lein a oa fichet e doare,
Na re sallet na re zous.
Endra ebatent en dael-se,
Ur re bennak a reas trouz.

A-dreñv an nor trouz a glevfont :
Pep razh a red kuit, m’her goar.
Achu an trouz, e tistrojont
Hag ar razh-kêr a lavar :

Peurechuomp hor frigousenn.
A-walc’h, eme razh kouer :
Deu’t du-mañ warc’hoazh d’ho merenn ;
Ne brometan ket koulz cher.

Met netra na droubl va fredoù ;
Distourm o debran bemdez.
Fae eo ganin an ebatoù
C’hwerv gant spont hag enkrez !