Livre II, fable IX

     Amprevan lous, mab d’ar pri ha d’ar fank,
     Tec’h kuit alese, war ar frank,
     Kae diouzhin. Al leon evel-henn
          A c’hourdrouzas ar fubuenn.
Houmañ a zisklêrias ar brezel d’al loen kre[ñv].
     Fae eo ganin da anv a roue :
     Un ejen a zo par dit, ha betek-re,
          Evel ma karan her c’hasan.
          Echu ganti ar bompad-mañ,
          E son hec’h-unan d’ar gombat ;
          Hec’h-unan zo tabouliner,
          Soudard, kabiten, trompilher.
          Er penn kentañ, hi, o pellaat,
          A glask he foent. En un taol-kont,
          War c’hoûg al leon e sailh pront
          Hag e laka da goll e benn.
          E zaoulagad a steredenn ;
          Yudal a ra : spontet ar vro ;
     Krenañ, tec’het a reer holl, tro-war-dro.
Na kement-se a drouz evit ul loenig fall !
     Ar fubuenn a vroud an aneval,
Gwech amañ, gwech aze ; bremañ war beg e fri,
Bremañ war mel e chouk ; goude, ken buan all,
En e divron ruz-tan ; hag e[ñ] da egariñ.
Ar gelienenn kuzhet a c’hoarzh ouzh ar monstr bras,
Dre ma vell kement skilf, kement dant, gwashoc’h-gwazh,
O tispenn e gostoù ken na red ar gwad ruz,
E lost o varc’hata taol-ha-taol en daou du.
          Souden goude, al leon kaezh,
          Leun-wad, skuizh hag en dour-c’hwez,
A gouezh a-stok e gorf, gant e boan ha gant mezh.
Ar fubuenn a lez an dachenn gant enor.
Ar gombat a sonas, son a ra ar viktor.
Ha da vrudañ he zaol dre bevar c’horn ar vro,
E laz ur gevnidenn e oe paket d’he zro.

          Petra ’weler en istor-mañ ?
          Daou dra, a bere ar c’hentañ :
Eus an adversourien, peurvuiañ alies
Ar re zister a ra d’an den muiañ diaes ;
D’an eil, an neb a denn e fri a wall afer,
A c’hell e goll, siwazh ! en un afer dister.