La Fontaine – livre Ier, fable III

   Ar glesker, pe mard eo gwelloc’h, ar ran,
A welas un ejen, lart, uhel ha ledan.
               Hi, kement hag ur vi
               (Ha bec’h a-walc’h ganti)
         En em astennas, dre avi,
Evit parat, mar gell, an aneval kornek,
Ha, dre ma plante c’hwezh en he c’hof kalonek,
O poursu[iñ] muioc’h-mui : Petra ’soñjit, va c’hoar ?
Ha tost ’on-me dezhañ ? – Met eben a lavar :
               Allaz nann ! – Nag an taol-mañ ? –
               Pell emaoc’h. – Tost ’on bremañ ? –
               Kalz a vank, va c’hoarig kaezh.
         Kement a razh, o plantañ c’hwezh
               En he c’hroc’hen, ma krevas
         Ha mervel marv-mik war ar plas.
Ar bed zo leun a dud ned int ket furoc’h tamm ;
Ur bourc’hiz a savo ur palez nevez-flamm,
               Evel ur priñs ; ar priñs, d’e dro,
         A fell dezho kas ambasadourien,
               Evel ur roue, da bell vro ;
         Priñs a garfe dougen ar gurunenn ;
               Markiz a garfe kaout pajed ;
         An holl a ve o klask pignat bepred.