Livre II, fable VII

          Ur giez prest da dreiñ he chas
          Da zisammañ a glaske plas.
     Dre gomzoù flour, diouzh un amezegez
E c’hellas kaout e prest, d’ober he ziegezh,
     Lojig eben. Pa oe achu he zro,
     Mestrez an ti a c’houlenn ma rento
     He zoull dezhi : a[r] poent a-walc’h ez eo ;
          Bet ’oc’h e-barzh ur pennad mat.
     Va chas munut ne bouezont ket war droad,
Eme eben, ken brav : va list6 c’hoazh pemzek deiz.
Hag, evit troc’hañ berr, digant he mignonez
          E c’hellas kaout un eil termen.
     Deuet ar poent, e reer un eil goulenn.
     Ni ’ya er-maez, eme al loen dic’hras,
O tiskrognal he dent, mard oc’h gouest evit kas
Ac’hanomp diouzh ho ti. He chas a oa deut bras.

Keuz a vez peurvuiañ d’ar vad graet d’an dud fall :
Evit tennañ ho tra, goude kalz madelezh,
     E rankfot kaout kann pe prosez.
Roit un troad dezho hag e truflint tri all.


6 lezit.