Livre I, fable XVI

Ur c’haezh fagoder kozh krommet dindan an oad,
Tortet c’hoazh gant ur bec’h keuneud troc’het er c’hoad,
A-gammedoù munud, dibarfet ha stroñsus,
En em stleje war-zu e lojig mogedus.
Yostet ne c’halle mui gant skuizhder ha gant poan :
E taol e samm d’an traoñ, dre despet ouzh e doan.
Peseurt joa am eus-me aba ma ’m’on er bed ?
Ken paour ha me, biskoazh, hag e zo bet kavet ?
Gwech n’am eus tamm ebet ; evit repoz, jamez !
Soudarded da lojañ, bugale ha maouez ;
Kreañsour da baeañ, an dever, an aotroù !
Tennet an daolenn-se eus e holl vizerioù,
E hopas d’an Ankoù. Hi a zered d’ar c’hri.
Na petra ’rin-me dit evit da soulajiñ ? –
Va sikourit, mar plij, da sammañ va hordenn :
Un taolig dorn hepken ; hepdale, c’hwi, souden,
A c’hello, va c’homer, monet c’hoazh en ho tro.

Ar marv zo al louzoù da gement anken zo :
         Koulskoude, tud, e lec’h ma’z omp
         Chomomp e keit ha ma c’hellfomp.
         Gwell eo d’an den, gray a garo3,
         Gouzañv poan eget ar marv.


3 gray an neb a garo.