O te, ma c’henvreur a vevas
’Tre ar Porzh-Gwenn ha Roc’h-Allaz,
Damdost ’lec’h ez on ma-unan
Ganet d’ar vuhez, o Gwiklan !

Diouganer, barzh ha merzher,
Ro din-me nerzh e pep amzer
’Vit sevel ma mouezh eveldout,
N’eus forzh penaos ’vo ma darvoud.

Goude toullet ma daoulagad,
Na pa ve distanket ma gwad
Gant gwasker milliget ma bro,
Gra din-me c’hoazh youc’hal, garv,
Em diwezhañ huanadenn :
Reuz d’an Estren ! Breizh da viken !